Ne oa ket danvezioù all da studiañ moarvat : d’al lun 04 a viz meurzh, bugale ur c’hlasad SEGPA eus Brest a zo bet lakaet da brederiañ war dokumantoù kozh diwar-benn « polis ar begoù du » e Saint-Domingue (Antilhez) en archivoù. Ha n’eo ket seurt choaz ur choaz ideologel ? Perak n’int ket bet lakaet da studiañ istor ar vro, hini Penn-ar-Benn pe bro Brest da skouer, e-lec’h magañ enno ur seurt « kasoni ouzh Breizh ha Bro-C’hall » abalamour da vare ar sklaverezh aboliset tost 200 vloaz zo ? Ha perak klask plantañ ennoc’h ar santimant da vezañ « reuzidi dre natur ».
Ha lavaret e vo dezho e kendalc’h ar sklaverezh e meur a vro eus Afrika pe e broioù arab zo kement ha bezañ onest ? Pe marteze eo d’an dud gwenn nemetken da zougen holl bec’hedoù an istor hag ar bed ?
Les archives ont accueilli une classe de 4e SEGPA pour un atelier éducatif sur l'esclavage. Les documents étudiés étaient issus de liasses sur la "police des noirs" au XVIIIe s. (série FF), et du fonds du gouverneur de Saint-Domingue Lassalle. pic.twitter.com/hRsNHGhhDt
— Archives de Brest (@Archives_Brest) March 4, 2024
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine