Laeroñsioù, feulster, dramm, degemeret mat e Bro-Raez !

D’an 22 a viz c’hwevrer zo bet kondaonet daou zen gant lez-varn Naoned goude un heuliadenn a dorfedoù e Bro-Raez ken kriz an eil hag egile, mod « road movie ». Da gentañ holl e laerjont ur porsche cayenne mui arc’hant, ur gartenn c’hlas, ur chekennaoueg en ur c’harrdi eus Naoned. Hag int en o 20 vloaz nemetken ! 20 vloaz evit unan, 24 vloaz evit egile. Met hemañ eo an hini dañjerusañ. Un dek bennak a venneg en deus war e roll lez-varn dija, ul louarn kozh eo er strailh…

Goude-se e laerjont ur c’harr-tan d’ar gevredigezh « Acccompagnement soins et santé ». Adkavet eo bet da c’houde gant ar boliserien, e Naoned, pulluc’het !

Goude-se setu int da Gorsez, e norzh Bro-Raez. Eno e lakjont ur bistolenn war penn ur minor rak eñ e oa berr e ganab. C’hoant o doa prenañ 5 baretenn shit digantañ hogen ne oa ket nemet unan. Fulor ! Skrapet eo bet ar minor, skoet ha leusket da vont goude bezañ roet d’e vourevion ar c’hanab, e bellgomzer, e blakennoù marilh hag e baperioù. Torfedoù all a zo bet graet gant an hini yaouankañ e Frozieg ha Sant-Brewenn : taolioù c’hwipañ, laeroñsioù, trafikañ dramm, skrapadennoù… en holl ur pemzek bennak !

Eüruzamant e teuas a-benn ar boliserien da lakaat an dorn warno a-raok ez afe pelloc’h an traoù.

Dirak al lez-varn ne oant ket fier. An hini yaouankañ a seblant bezañ skañv a spered. Bet eo bet en ospital psi dija, heuliet en deus e gomper. Gwasoc’h zo : Komprenet eo bet gant perc’hennerien ar c’harrdi eo bet sikouret an daou lampon gant… o mab dezho evit laerañ ar Porsche Cayenne. Start an traoù evito.

A-benn ar fin eo bet kondaonet an daou dorfedour da bevar bloavezh en toull-bac’h evit an hini koshañ ha d’ur bloavezh mui tri gant goursez evit an hini yaouankañ.

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

BREST, E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société

Piv a dag ar studierien e Brest ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, LANNION, Local

Digoret e vo skol Diwan Landreger !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, Société, ST-BRIEUC

Plerin (22) : tapet gant an archerien gant dramm, setu int lesket da vont…

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Local, SAINT-BREVIN

Sant-Brewenn (Bro-Raez) : un trafikour dramm estrañjour tapet gant an archerien

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Local, Patrimoine, PONTIVY

Sinet eo bet ar garta « Ya d’ar Brezhoneg » get kumun Lokmac’hloù

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, LORIENT

Henbont (Bro Gwened) : ur skol Diwan pe pas ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Immigration, Local, NANTES, Société

Frozieg (Bro Raez) : un ti-bara hag ur munuzerezh laeret, ur Rrom serret [MAJ : kondaonet hag un OQTF]

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, International, Sport

Euskadi : ur gevredigezh evit ma vefe ur c’hevredad euskarad a bolod

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, RENNES

Roazhon : an hetoù 100% e galleg !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Local, Loudéac, PONTIVY

Kreiz Breizh : ur vro divrezhonet

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky