Landivizio : ar vestrez-skol a ra 70 bloaz, ne vo ket paeet ken !

E pep lec’h e Breizh hag e Bro-C’hall emañ tud ar skolidi o vanifestiñ hag oc’h ac’hubiñ skolioù evit derc’hel o mistri-skol hag o c’hlasoù kondaonet gant an Deskadurezh-Stad. Hervez ar rektored n’eus ket erlerc’hierien pe mistri skol testeniet a-walc’h evit bastañ tout an ezhommoù. Dre faot piv ?

E Landivizio, Penn ar Bed, e skol Notre-Dame des Victoires o doa gwelet bugale ar CP-CE1 divyezhek seizh mestr-skol abaoe miz here 2022. An hini diwezhañ a zo ehanet abaoe miz genver. Kavet e oa bet gant ar skol ur vamm-gozh a-zoare evit ober skol : Andrée Moigne. Ur vrezhonegerez a-vihanik eus Bro-Leon (Plouzeniel) eo hag he deus an holl ziplomoù rekis : ar master hag ar genstrivadeg. An holl vugale hag o zud a venn dezho he mirout ! Ur vaouez ampart war he micher eo hag ganti e vez klevet ur brezhoneg c’hwek gant ar vugale, un dudi he c’hlevet !

Ya ‘at ! Met tapet he deus he 70 vloaz e miz c’hwevrer hag hervez ur reolenn sot eus ar melestraj n’he deus ket droad bezañ paeet ken hiviziken. Chom a raio ar vugale hep mestrez-skol hag hi a vo kaset endro d’he zi. E Plouzeniel emañ Andrée Moign o chom, ganti e vez paeet an esañs evit mont da Landi met kenderc’hel a ra memestra. Evit ar vugale hag evit ar brezhoneg, hor yezh sakr.

Skrivet o deus ar vugale da Emmanuel Macron, paeet zo bet ur skodenn gant o zud evit ober ur gopr da Andrée. 11 000€ a zo bet rastellaet en holl, gallout a raio bezañ paeet betek fin ar bloavezh-skol. Met goude ? Hag aberzhet e vo 12 bugel war aoter ar reolenn XB27-2 ?

Emañ Breizh o vervel diwar pouez ha galloud ar melestraj sovietek a zo mestr warnomp e Paris hag e Bruxelles !

Crédit photo : pajenn Facebook Notre-Dame des Victoires

[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

2 réponses à “Landivizio : ar vestrez-skol a ra 70 bloaz, ne vo ket paeet ken !”

  1. VORONINE dit :

    Qui , mieux quemacron peut comprendre cet attachement à une « vieille maitresse d’école « ?

  2. Gwilhmod dit :

    Ur vaouez 70 vloaz. N’eo ket reizh ‘a ra’ amañ eveljust.
    An afer-mañ a ziskouez pegen diskiant eo al lezennoù pa viront ouzh an unan da labourat daoust maz eo yac’h !

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, FOUGERES, Local

Felger : taget zo bet ur radar all !

Découvrir l'article

Culture & Patrimoine, E brezhoneg, FOUGERES, Histoire, Local, Patrimoine, Religion, Société

Saint-Germain-en-Coglès (35) : ur c’halvar livachet !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, PLOËRMEL, Société

Funoù e kouevr laeret : ur barrad ‘ba Morbihan !

Découvrir l'article

E brezhoneg

« Brezhoneg Gallo Kaoz », ur strollad kuzh nevez evit ar brezhoneg hag ar gallaoueg

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, GUINGAMP, LANNION, Local

Ha savetaet e vo levraoueg Kawan ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, PLOËRMEL, Société, VANNES

Talbont (56) : roget eo bet ar Gwenn-ha-du !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Patrimoine, Politique

Douar ha Frankiz : « Ar Brezhoneg, an digresk ! Abalamour da biv ? »

Découvrir l'article

E brezhoneg, Gaming

Bazterka, hurik gabeko herria : Ur c’hoari video en euskareg

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, LORIENT, Société

Fort-Bloqué (56) : ur « gwallig-daol » a-enep ur mekanik chanter ?

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Local, QUIMPERLE, QUIMPERLé

Sevel daou pe dri Kêrvrezhon e Breizh-Izel…

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky