E mar a gêr a Vorbihan eh eus laeron o rodal er mare-mañ : Gwened, An Oriant met ivez Lokoal-Mendon, Baod, Logunec’h, Gwidel, … 70 ti a vehe bet vizitet dibao fin miz gwenholon e-giz se dija. Met an archerion a eo àr-lerc’h ar laeron. D’an 13 a viz c’hwevrer, ne oe ket savet mat an heol c’hoazh pa tegouezhas archerion ar Morbihan soutenet gant ur skouadron a archerion-red e kampoù termajied ag ar vro. Goût a ouien mat ar soudarded petra oe daet da glask enne. Seizh den a zo bet serret, unan a zo bet kondaonet dija e komparisiñ prim : daou vloavezh toull-bac’h aveitañ ! Ar re all a ranko gortoz o frosez. Leusket int bet da vont da c’hortoz bout galvet.
E lec’hioù all a Vreizh eo kentoc’h tud « ag ar reter » a zo diskred àrne da vizitiñ an tier ha pa vehe tud a-barzh !
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine