50 vloaz, « termaji pozetaet » evel a vez lavaret, anavezet mat gant ar justis kar kondaonet eo bet 12 gwech dija. Setu berr-ha-berr poltred T. hag a oa dirak lez-varn Sant-Brieg d’ar 15 a viz c’hwevrer.
Etre miz genver ha miz c’hwevrer e « vizitas » unnek ti etre Rostrenn ha Landreger. Enne voe laeret traoù a bep seurt : arc’hant evel just met ivez un oto Peugeot 308, tikiji resto, boued, boutailhoù gwin, …. Gantañ e oa ur c’homper met n’eo ket bet adkavet gant an archerien.
Dirak ar barner e nac’h pep tra. N’eus ket graet netra ! « M’hen tou deoc’h aotrou barner » . Siwazh dezhañ, eo bet adkavet e ADN e-barzh ar c’harr-tan laeret. Hag adkavet ivez ul lodenn eus an traoù laeret er c’hamp termajied m’emañ o chom.
Tri bloavezh toull-bac’h, c’hwec’h mizvezh anezhe gant goursez ! « Tro unan all eo bremañ ! »
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine