Lañset e oa bet ar soñj gant ar C’huzul Rannvro : « Ha ma vefe savet mein-bon er c’humunioù ma tremen an Tro Breizh drezo evit diskouezh d’ar Vretoned kartenn o hent muioc’h karet ? »
Ar c’hentañ hini a oa bet savet e Plouared ha bremañ eo tro kumun Sant-Loup e Bro-Oueloù da sevel he maen-bon, skrivet warnañ un destennig hag a zispleg petra eo an Tro Breizh. Anv ar gumun a zo skrivet e galleg hag e brezhoneg war an tamm maen.
Tremen a ra pirc’hinaj an Tro Breizh dre 300 kumun, neuze e c’hellfe bezañ savet kantadoù a vein evel-se. 17 a vefe war ar stern evit poent.
Maen-greun eus Breizh a zo bet dibabet evit ober ar maen-bon hag a zo arc’hantaet gant profourien. D’an 23 a viz c’hwevrer e vo staliet da vat e bourk Sant-Loup.
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine