Kendal Breizh oa ur broadelour breizhad bet o stourm er Rojava evit sikour an dizalc’hourion kurd. Olier Le Clainche e oa e anv gwir hag ar re o deus anavezet anezhañ a lavar diwar e benn e oa ur « c’halon glan » anezhañ.
Un dizalc’hour e oa Kendal Breizh, un anarkour hag un etrebroadelour ivez.
Abaoe e varv d’an 10 a viz c’hwevrer 2018 e vez kanet gloar dezhañ gant an Emsav, dreist-holl gant ar C’haochisted. Normal, er c’hontrol eus kalz a dud eñ en deus lakaet e groc’hen war an daoul evit e vennozioù. Ne oa ket ur beg bras anezhañ.
Met n’eo ket an Emsav gaochist evit anzav n’eo ket bet lazhet Kendal Breizh gant FACHISTED met gant ISLAMISTED. Rak, goude bezañ stourmet a-enep Daesh eo bet peurlazhet Olier Le Clainche hag ur c’hamarad dezhañ gant ur vombezenn kaset gant an aerlu turk e Afrin. Aerlu Erdogan, ar sultan nevez. Un islamour eo Recep Tayyip Erdogan, prezidant Bro-dTurkia. Stourm a ra an arme turk a-enep Kurded ar PPK hag e skour er Rojava, an YPG. Ha Kendal Breizh a zo bet lazhet o stourm a-enep islamisted ar milisoù pro-turk hag arme Ankara.
Plijout a rafe da c’haochisted an Emsav e vefe bet lazhet Olier Le Clainche, an enep-faskour breizhad, gant « nazied », « fachisted » pe me oar c’hoazh met n’eo ket gwir. Falc’het eo bet gant tud hag a zo aliañset gant ar c’haochisted e Breizh hag e Bro-C’hall. Ar re a gan gloar da Olier Le Clainche e Breizh hiziv a gerz skoaz-ouzh-skoaz gant mignoned ar re o deus lazhet Olier Le Clainche er manifestadegoù a-enep an « islamofobiezh ». Sellit mat ouzh o c’hontoù war ar rouedadoù sokial : islamo-gaochist e vezont penn-da-benn. Ha gwechoù zo e c’hoariont an ‘ar re sot utul » da gevredigezhioù tost da strollad Erdogan. Gant ar vezh ! Rak an islamogauchisted n’int ket rezistanted anezho, kollabo ne lavaran ket. Kollabo ar faskouriezh nevez : ar islamism ! An islamism a wask ar Gurded, a lak bombezennoù en Europa, a lazh Yuzevion en Israël, a lazh kristenien er bed a-bezh, an islamism en deus lazhet Kendal Breizh.
Penaos e vez lavaret « skizofrenek » e « brezhoneg arnevez » ?
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine