Skeiñ a ra P… gant e wreg. Pa voe serret d’an 02 a viz c’hwevrer e oa dindan boeson. Tro 1e mintin e pellgomzas ar vaouez d’an archerien rak kollet en doa he gwaz e skiant vat. Ur penn-boeson eo ar vaouez ivez, n’eo ket hi disi, pell alese.
Met hemañ zo jalous-brein, klask a ra spiañ war buhez e wreg noz-deiz. War ar rouedadoù sokial, dre sellet e-barzh he fellgomzer, ur gwir ifern !
Hag ouzhpenn ar boeson a zo rak paotr ar butun-drol eo ivez, etre 7 ha 8 « biniou » bemdez ! Ha trouz er ger abalamour da se.
Ganet eo ar paotr er Portugal ha kondaonet eo bet c’hwech gwech e Bro-C’hall dija. Teir OQTF en deus bet gant ar justis met ne fell ket dezhañ distreiñ d’e vro : « e Bro-Frañs eo ma buhez hiviziken » emezañ. Hag e Bro-C’hall eo an estrañjourion a zibab !
Nac’hañ a ra an holl draoù tamallet dezhañ. Ma’z eo bet gloazet e wreg, n’eo ket eñ en deus skoet ganti. « Marteze he deus en em c’hloazet hec’h-unan o c’hoari gant ar c’hi’ emezañ dirak ar barner. Oh bah ya, marteze !
A-benn ar fin eo bet kondaonet da 6 mizvezh toull-bac’h gant lez-varn Brest d’ar 6 a viz c’hwevrer. Hag an teir OQTF ? Mut war se !
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine