Abaoe mizioù ez eus muioc’h-mui a diez « vizitet » pe skwatet er Groazig. E-pad ar goañv n’emañ ket ar barizianed pe naonediz en o zi-hañv hag e profit ar laeron evit ober o zro enno.
Setu ar pezh a zo c’hoarvezet d’an 3 a viz c’hwevrer pa voe gwelet daou zen o klask mont tre en un ti dre guzh gant un amezeg. Skampet kuit o doa an daou laer met tapet unan anezho da c’houde en ti-gar gant an archerien. Ha ne oa ket dianav ar paotr-mañ !
Un Aljerian dibaper eo, 20 vloaz ha dindan OQTF. E fin miz genver e oa bet tapet o kousket e ti ur vamm-gozh kaset d’an ospital dija. Hervez ar boliserien en defe laeret un ti er Groazig atav ha dispignet an arc’hant dre brenañ sigaretennoù ha c’hoarioù da skrabañ e Saveneg.
Dirak ar barner e anzavas bezañ skwatet ur vag e porzh ar Groazig e miz here 2023 ivez. Menegoù a oa war e roll lez-varn dija neuze n’eo ket bet kendrec’het ar barner pa voe klevet e « bratik » o tinac’hañ e oa e fas war ar videoioù evezh.
D’ar 05 a viz c’hwevrer eo bet kondaonet da 14 mizvezh toull-bac’h ha kraouiet kerkent. Dav e vo dezhañ distreiñ d’e vro ivez. Met gant ar « c’hrevredigezhioù » o sikour seurt hailhoned n’eo ket sur e vo skarzhet hemañ eus hor bro un deiz bennak…
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine