Disadorn e oa ur 800 den bennak o vanifestiñ evit ar brezhoneg e straedoù Sant-Brieg.
Hervez aozerien ar vanifestadeg-mañ ez eus ezhomm eus ur gwir gwir politikerezh yezh e departamant Aodoù-an-Arvor ha muioc’h a argant evit Diwan.
Ar sizhun-mañ e vo aozet un dalc’h hollek eus ar C’huzul Departamant 22. Hogen, erruet kozh eo savadurioù ar skolaj Diwan eus Plijidi. Toulioù a zo en toenn paneveken. Ha dindan an Departamant eo ar skolaj-mañ, evel an holl skolajoù. Dre-se e c’houlenn Diwan e vefe lakaet arc’hant gant an Departamant evit reneveziñ ar skolaj.
Met estreget afer ar skolaj a zo. Hervez ar rouedad Diwan n’eus ket ur gwir politikerezh evit ar brezhoneg en Aodoù-an-Arvor. Ha ne ziskouez ket a-walc’h ar C’huzul Departamant e c’hoant da saveteiñ yezh Anjela Duval.
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine