Reiz-Direizh : hag un heuliad wokour ouzhpenn !

Ha setu pennad 3 Reizh-Direizh lakaet en linenn !

Gant ar baotred hag evit ar baotred, setu penaos e vezent savet ar c’hêrioù bepred. Abaoe un nebeut bloazvezhioù e klask an dilennidi hag ar c’hêraozerien kemer e kont ar c’hemmesk pa gasont war-raok politikerezhioù reneveziñ ar c’hêrioù. Setu ar pezh a c’hoarvez en Oriant e lec’h ma ginnig deomp ur c’hêraozour ar steuñv nevez evit karter Kervenaneg. O vale asambles gant merc’hed ar c’harter poblek-se, e vez stadet an traoù gant kêrsavourien ha dastumet keleier prizius dre ur valeadenn-studiañ.

Ha just a-raok e oa bet lakaet en linenn ar rann daou :

Gant an heñchañ micherel e vez lakaet digempouezioù ar reizhoù e bed al labour da genderc’hel da vont en-dro. Petra e ranker ober evit ma gredfe ar merc’hed muioc’h enno o-unan ? Ne fiñv ket an traoù, pe nebeut-tre, a soñj dezhi ur gelennerez eus skolaj Diwan Kemper. Merzhout a ra e tremen an deskadurezh kement dre skouerioù ar vuhez bemdez – el labour pe er familh – eget dre an deskadurezh er skol. Memes ma vez huñvret an ingalded gant ar skolajidi, e ouzont mat e chom un hent hir da ergerzhout evit ma vo gwirion an utopiezh.

Sevennet gant Anne Gouerou eo Reizh-Direizh un heuliad hag a zispleg deomp pegen maleurus eo ar merc’hed e Breizh, pegen gwasket int gant ar baotred, pegen disoñjet int bet pa vez savet ar politikerezhioù kêraozañ ha pemp ha pevar ha pemp ha pevar…

Skuizh ! Skuizh ! Skuizh eo an dud gant kement ha ragachoù wokour ! Perak ar gurun ez eus bet roet arc’hant da seurt raktres gant ar rannvro ? Skuizh gant ar propaganda gwregelour ha wokour a zo o vreinañ an Emsav evit ar brezhoneg. Trawalc’h gant se ! N’haller ket selaou ar radio brezhonek ken, ken wokour int deuet da vezañ, atav ar memes sujedoù, atav ar sotonioù nevez-gwregelour. Ha bremañ setu ar propaganda erruet en abadennoù skinwell !

Kenproduet gant Tita B Production hag FR3 Breizh, Reizh-Direizh a zo un heuliad hag a vo… heuliet gant an 12 gaochist o blev mouk az a d’ober an Emsav a-vremañ. Tout an arc’hant evit ar c’hleweled e brezhoneg a servij d’an ideologiezh wokour ha kleizour, poent eo cheñch an traoù !

Crédit photo :

[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Une réponse à “Reiz-Direizh : hag un heuliad wokour ouzhpenn !”

  1. Tangi Sanson dit :

    Emañ ar gwir gant a pennad-mañ. Mont a reont da heul ar wokouriezh … a zo distaolet muioc’h-mui gant an dud a zo aet faezh gant gwir abeg. Warlerc’hiet eo o flabach e-keñver prederiadennoù an dud ordinal.
    Sellout a ran-me ouzh an abadennoù skinwel-se evit muzuliañ pegen roch ez int.
    En abadenn ziwezhañ e oa ivez ur pennad-kaoz a-du a grenn gant degemer an enbroidi dibaper…

    Un evezhiadenn dwb ar ger « éducation » : implij a ra ar pennad ar ger « deskadurezh ». Ar ger « desaverezh » pe « diorroadurezh » a vefe gwelloc’h a galz d’am soñj.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Local, LORIENT

An Oriant Tolpad Kêrioù a lâr’ Ya da live 2 ar garta aveit ar brezhoneg

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, International, Société

Norzh Bro-Gembre : nebeutoc’h a saozneg er skolioù, muioc’h a gembraeg

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, ST-BRIEUC

Binig-Staol (Bro-Oueloù) a lavar « Ya d’ar Brezhoneg »

Découvrir l'article

E brezhoneg, Evenements à venir en Bretagne

100vet deiz-ha-bloaz Gwalarn

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, Sciences, VANNES

Ur brezegenn interesus ‘ba Gwened

Découvrir l'article

AURAY, E brezhoneg, Education, Local, Société

Landevan (Bro Gwened) : digoret e vo un hentad divyezhek b’ar skol bublik

Découvrir l'article

E brezhoneg, Social, Société, Vie Pratique

Achu gant « Labour ‘zo » !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, QUIBERON, Société

Ur c’hlas divyezhek brezhoneg-galleg b’ar Gêrveur !

Découvrir l'article

CARHAIX, E brezhoneg, Local

Lise Diwan Karaez : ha dirouestlet eo an afer ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, Société, ST-BRIEUC

Kastellaodren-Plagad : difenn an hentenn divyezhek !

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky