D’an 23 a viz genver zo bet kondaonet tad ur bugel skoliataet e skol Vallons-de-L’Erdre, ur gumun nevez eus Bro-Naoned evit bezañ gourdrouzet mestrez-skol e verc’h. E miz gwengolo e oa c’hoarvezet an traoù. Lavaret en deus an tad en defe « heuliet ar vestrez betek he zi » hag « he defe paket ». Ha forzh penaos o defe « achuet fall an traoù » etrezo en doa lavaret d’an enklaskerien a-raok huchal « debr da re varv ! » evel ur gwir Lopez !
Darbet e oa bet d’ar vestrez-skol bezañ skoet gantañ ivez. Kerkent hag e miz gwengolo, kregiñ a rae mat ar bloavezh skol !
Pemp meneg war e roll lez-varn dija, ur penn dramm anezhañ, kondaonet eo bet da c’hwec’h mizvezh gant goursez.
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine