Disakret e oa bet ar chapel-mañ eus kreiz straed ar Rachapt e Gwitreg/Vitrë. E 2013 e oa bet darbet dezhi bezañ distrujet met eüruzamant e e oa bet prenet gant an ti-kêr ha savetaet. Ur chapel kozh-Noë eo, anv zo diouti er c’hrenn-amzer dija daoust dezhi bezañ bet adsavet e 1754.
E gwerzh e oa abaoe 2023 hag un 50 bennak a dud pe embregerezhioù o doa lakaet o anv evit he frenañ. A-benn ar fin zo bet dibabet ur vaouez hag a savo enni ur stal evit mirout ha reneveziñ an oberennoù arz. Ur raktres hag a jaoj ouzh ene ar chapel !
Atalieroù pedagogel a vo aozet e-barzh hag an dud a c’hello gweladenniñ ar chapel da geñver devezhioù ar glad ha devezh ar micherioù arz.
21 000€ eo bet gwerzhet ar chapel.
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine