Diraou tremenet ez eus bet un emgannadeg e kreiz-kêr Lannuon etre studierien an IUT ha « tud yaouank » deuet eus « an diavaez« . Daou studier a zo bet gloazet. Kerkent ha digwener beure zo bet aozet un emvod war ar c’hampus gant an IUT evit komz eus ar pezh a zo c’hoarvezet rak « chifoket » eo bet ar paourkaezh studierien. Ur seurt kellig psikologel a zo bet savet evit sikour ar re o doa ezhomm « komz », « ezteurel » memes.
N’eo ket kontañ bidennoù da lavarout eo kentoc’h « a-gleiz » kampus an IUT gant strolladoù politikel ha kevredigezhioù sosietal a bep seurt o kabaliñ noz-deiz. Gwasoc’h c’hoazh an traoù er skol kazetennerezh m’eo dibosubl bezañ a-zehou da Philippe Poutou !
Penaos ‘mañ kont gant ar bevañ asambles e kêr Lannuon kamaraded neuze ? Pennoù touzet gwenn o laseoù an hini eo o deus skoet gant o mignoned diriaou tremenet ? Hag an emgannadegoù all abaoe mizioù ? Petra eo profil an hailhoned a vez o klask laou ouzh ar studierien pe o skeiñ ganto ? O laerañ anezho ingal ? Zemmouristed ? Chouaned ?
Emañ studierien Lannuon o tizoloiñ ez eus ur frailh etre o ideologiezh hag ar wirionez war an dachenn. Diwar o c’houst. N’eo ket re ziwezhat evit cheñch penn d’ar vazh ha digeriñ an daoulagad !
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine