Sant-Brieg : ar c’hentañ levrig familh teiryezhek brezhoneg-gallaoueg-galleg

Ul levrig familh « teiryezhek » brezhoneg-gallaoueg-galleg a zo bet embannet gant ti-kêr Sant-Brieg ar sizhun-mañ. Teiryezhek penn-da-benn ? N’eo ket. Troet eo bet ar bajenn gentañ, ar golo hag an titloù nemetken, dre ziouer a blas moarvat.

Ar c’huzulier-kêr UDB Ludovic Le Moignic an hini eo en deus pouezet warni evit ma vefe lakaet div yezh Breizh war al levrig. An hini teiryezhek kentañ eo. Levrigoù divyezhek brezhoneg-galleg a zo anezho dija e Naoned, Roazhon, An Oriant, Kemper ha Karaez.

Ludovic Le Moignic a zo e spi e vo embannet al levrig en teir yezh penn-da-benn a-raok pell.
Crédit photo : kont twitter Ludovic Le Moignic, kont facebook Kêr Sant-Brieg

[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Une réponse à “Sant-Brieg : ar c’hentañ levrig familh teiryezhek brezhoneg-gallaoueg-galleg”

  1. Tepod Gwilhmod dit :

    Ul evrig Gallek dreist-holl gant un tammig brezhoneg ha « gallaoueg ». N’emañ ket an tri war ar memez pazenn eta. Ur wech ouzhpenn e servij ar « gallaoueg » (pe hini ? An neo-yezh, pe parlant ar c’horn-bro ?) da nac’h d’hor yezh vroadel nemeti bezañ lakaet par da vat ouzh ar galleg. Neuze ez eo ul levrig gallek gant div yezh folklorel da heul evit an titloù nemetken. Bennozh Doue d’ar c’hallomagniaked ur wech ouzhpenn.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky