Dilun tremenet zo bet dalc’het ur skolajiad eus Brest dindan evezh. Gant ur c’homper dezhañ en defe snifaet protoxyde d’azote, an drogach diouzh ar c’hiz evit ar re yaouank, en ur bus. Da c’houde, en defe « kroget ar preñv en e revr » ha klasket rev ouzh ur plac’h yaouank war an ton-mañ : « ez an da wallañ ac’hanoc’h, ez an da fouzañ ac’hanoc’h ». Hag al lampon da ziskouez ur gountell ha bilhedoù outi. Evel er c’hlipoù rap ?
Pa klevas seurt komzoù e c’houlennas bleiner ar bus gant an daou baotr da ziskenn diouzhtu. Ar pezh ne rejont ket, er c’hontrol, skeiñ a rejont gantañ ha torret gwerenn ar bus !
Dirak ar barner d’ar 16 a viz genver ne ra ket e babor ken paotr e gountell lemm. Hervezañ n’eus ket lavaret netra d’ar plac’h met anzav a ra memestra bezañ skoet gant ar bleiner. Ne voe ket kendrec’het ar varnerien.
D’an 29 a viz meurzh e vo barnet gant lez-varn ar vugale. Da c’hortoz eo bet lakaet dindan evezh barnerezhel ha muzulioù desavadurel a zo bet lakaet e pleustr evit lakaat anezhañ war an hent mat en-dro.
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine
Une réponse à “Gwipavaz : Ur paotr en e 14 vloaz « ez an da wallañ ac’hanoc’h »”
Hi my love, I just wanted to say how well written and packed with virtually all the essential information this post is. I’m hoping for more blogs similar to this one.