Sant-Nazer : torret e glopenn evit un afer « a enor »…

21 vloaz a vo e miz ebrel. E Sant-Nazer e oa o chom a-raok bezañ kaset d’ar prizon. Met n’eo ket genidik eus Breizh, eus ur vro kalz pelloc’h er su ne lavaran ket. En toull-bac’h m’emañ abaoe c’hwec’h miz evit un afer a drafikañ dramm, en deus kentelioù galleg. Klask a ra « en em dennañ » hervez e vreutaerez.

E miz kerzu 2021 e klaskas ober e stal d’un den atav. Ha setu perak e oa dirak al lez-varn e penn-kentañ ar bloaz nevez.

Chikan a oa etre e vreur-kaer hag un amezeg abaoe pell. Un deiz en em welout a reas an daou labous er bus. Ha loc’het ar biladeg evel just. Met ar breur-kaer n’en doa ket bet e walc’h. Se zo kaoz e klaskas stagañ gant un irienn : Goulenn a reas gant ur plac’h pellgomz d’e enebour evit lakaat un deiz d’en em welet. Met an deiz-se n’eo ket ar goantig a erruas met breur-kaer paotr ar bus. Deuet da zifenn « enor » e vignon. Ha skeiñ a reas gant ar paourkaezh amezeg war-bouez un objed bennak betek terriñ klopenn an den. Kaset d’an ospital e voe savetaet goude bezañ bet ur gwadliñvat empenn memestra !

Hag evel just zo bet filmet pep tra ha kaset ar video war internet gant an daou vreur-kaer.

Bremañ c’hoazh e chom ar reuzied trelatet gant ar pezh a zo c’hoarvezet dezhañ. Ken trelataet m’en deus kaset ur lizher d’al lez-varn evit tennañ e glemm. Aon en deus rak « lezenn ar « c’hartcher » »

Eus ar prizon m’emañ e lavar an den tamallet « en deus keuz » d’ar pezh a zo erruet. Yaouank e oa ha ne oa ket mui mestr warnañ. « Gaou ! » a lavar ar brukulorez. « Daeroù ki » traken. Hervez breutaerez ar paotr yaouank eo « diseziz a zeskadurezh » ar paourkaezh mignon hag ma lakaer « ar vignoned » hag « an drogach » war ar marc’had…

A-benn ar fin n’eo ket bet kendrec’het al lez-varn gant « keuz » ar chañs evit Breizh rak kondaonet eo bet da 30 mizvezh toull-bac’h, daouzek anezho gant goursez.

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

AURAY, E brezhoneg, Education, Local, Société

Landevan (Bro Gwened) : digoret e vo un hentad divyezhek b’ar skol bublik

Découvrir l'article

E brezhoneg, Social, Société, Vie Pratique

Achu gant « Labour ‘zo » !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, QUIBERON, Société

Ur c’hlas divyezhek brezhoneg-galleg b’ar Gêrveur !

Découvrir l'article

CARHAIX, E brezhoneg, Local

Lise Diwan Karaez : ha dirouestlet eo an afer ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, Société, ST-BRIEUC

Kastellaodren-Plagad : difenn an hentenn divyezhek !

Découvrir l'article

E brezhoneg, FOUGERES, Local

Felger : taget zo bet ur radar all !

Découvrir l'article

Culture & Patrimoine, E brezhoneg, FOUGERES, Histoire, Local, Patrimoine, Religion, Société

Saint-Germain-en-Coglès (35) : ur c’halvar livachet !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, PLOËRMEL, Société

Funoù e kouevr laeret : ur barrad ‘ba Morbihan !

Découvrir l'article

E brezhoneg

« Brezhoneg Gallo Kaoz », ur strollad kuzh nevez evit ar brezhoneg hag ar gallaoueg

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, GUINGAMP, LANNION, Local

Ha savetaet e vo levraoueg Kawan ?

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky