Sant-Malou : daou lojamant feurmet dre vBooking gwastet

Setu ar pezh a c’hell c’hoarvezout pa glasker gounit arc’hant buan hag aes : daou lojamant feurmet dre vBooking a zo bet gwastet e Sant-Malou warlene ha barnet e oa ar c’houmananter ar sizhun-mañ. D’ar 15 a viz mae 2023 e voe resevet ur gemenadenn gant perc’henn ul lojamant eus straed Toulouse e Sant-Malou intra-muros. « Feurmet eo hol lojamant evit un nozvezh ! » Gant ur paotr yaouank ha n’en deus ket roet nag e niverenn bellgomz gwir nag e anv familh gwir. Partiet fall an traoù met ne oar ket ar berc’hennez tout-se c’hoazh.

Un nebeut eurvezhioù war-lerc’h e tleo an amezeien pellgomz d’ar boliserien : ur gador a zo bet stlapet dre ar prenestr. Ur fest a zo ‘barzh hag emañ ar c’houvidi o treiñ sot gant ar boeson ha traoù all moarvat. Pevar den yaouank a zo serret tro-dro d’ar ranndi gant ar c’hargidi. E-barzh ar savadur eo Sodome ha Gomorrhe ! Kaoc’h a zo el liñselioù, ar pezhioù-arrebeuri, an taolennoù, ar plañchod a zo drastet.

Eizh devezh war-lerc’h e voe ar memes c’hoari : gwastet zo bet ur ranndi feurmet dre vBooking adarre. Laeret eo bet ar skinweller ar wech-mañ.

Ha piv en deus feurmet an daou ranndi-mañ ? Atav ar memes paotr yaouank. Ur braller-e-gloc’h en e 23 vloaz.

D’an 09 a viz genver e oa dirak ar barner e lez-varn Sant-Malou. Evel just, n’en deus graet netra an daou zevezh-se ha forzh penaos e oa o kousket a-hed an daou nozvezh. Un hun kallet !

« N’eo ket me en deus gwastet an daou ranndi, m’hen tou deoc’h aotrou barner ! » « Ch’ti jure ! » Piv ‘ta ? Ne oar ket…

17 000€ a zo goulennet gantañ gant an eil perc’henn. « Bah ya met penaos e c’hellfen paeañ kement me, uh ? » a lavaras Momo e fin an dalc’h.

A-benn ar fin eo bet kondaonet da c’hwec’h mizvezh gant goursez mui 70 eurvezh a labour. Nemetken !

Hag ar berc’hennerien ? Gallout a reont ober daoulagad gwenn. Ha leñvañ ! Trugarez an ekonomiezh mod AirBnB !

Crédit photo :

[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

 

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Education, Local, QUIBERON, Société

Ur c’hlas divyezhek brezhoneg-galleg b’ar Gêrveur !

Découvrir l'article

CARHAIX, E brezhoneg, Local

Lise Diwan Karaez : ha dirouestlet eo an afer ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, ST-MALO

Sant-Maloù : « ken buan ha ma vin dibrizonet e vo kokain ha feulster for life ! »

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, Société, ST-BRIEUC

Kastellaodren-Plagad : difenn an hentenn divyezhek !

Découvrir l'article

E brezhoneg, FOUGERES, Local

Felger : taget zo bet ur radar all !

Découvrir l'article

Culture & Patrimoine, E brezhoneg, FOUGERES, Histoire, Local, Patrimoine, Religion, Société

Saint-Germain-en-Coglès (35) : ur c’halvar livachet !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, PLOËRMEL, Société

Funoù e kouevr laeret : ur barrad ‘ba Morbihan !

Découvrir l'article

E brezhoneg

« Brezhoneg Gallo Kaoz », ur strollad kuzh nevez evit ar brezhoneg hag ar gallaoueg

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, GUINGAMP, LANNION, Local

Ha savetaet e vo levraoueg Kawan ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, PLOËRMEL, Société, VANNES

Talbont (56) : roget eo bet ar Gwenn-ha-du !

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky