« La Bretonnière » a zo ur c’harter eus Dinan. Gwezhall e oa Bretoned o chom ennañ, Bretoned berr an arc’hant ganto, menajoù yaouank, met bremañ eo kentoc’h tud eus kevandirioù all a zo o chom er « c’hartcher »-mañ.
Drogach a vez gwerzhet er Bretonnière. An holl dud a oar se e Dinan. Hag ur vandennad a hailhoned a oa o ren war an trafik tro-dro d’ar « P13 » (ur savadur) betek n’eus ket pell zo. Met un deiz a viz gwengolo e tivizas ar boliserien terriñ gizioù fall ar P13. Arc’hant, kannab, kokain a voe rastellet gant ar c’hargidi ha graet mat ha buan an enklask. E penn-kentañ ar bloaz-mañ e oant nav dirak lez-varn Sant-Malou. Nav hailhon ha ne gomprenent ket e oa tomm o revr. Da gentañ e kunujenas ar prezidant unan anezho. Da c’houde e oant o kemer o frosez dreist penn-biz, evel ma vefent war ar bigorn er skol. Ne raent foutr kaer ! Forzh penaos e oarent e vefent leusket da vont a-benn nebeut…
A-benn ar fin zo bet kondaonet lod da gastizoù a daou pe tri bloavezh toull-bac’h, lod all o deus bet goursez nemetken.
Amzer dezho diskuizañ hag ober o yec’hed en tu-all d’ar beg sitadell ha goude-se e c’hellint dont en-dro en o c’harter da adlañsañ ar boutik !
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine