Kaon (Bro zDinan) : ur « stal-levrioù emveret » a zo bet savet…

E Kaon, en Bro zDinan, zo bet savet ur stal-levrioù emveret gant ur strollad gaochisted. Evel just e vez kavet levrioù gaochist er stal-mañ ha n’eo ket oberennoù Patrick Buisson, peadra da vreinañ muioc’h c’hoazh ar sperejoù er vro-mañ hag a zo chomet pell eus cheñchamanchoù kevredigezhel ar c’hêrioù bras betek bremañ.

Met ar pezh a chal ac’hanon eo ar fed ne zeuomp ket a-benn, ni emsaverien idañtiter, da sevel seurt stal en ur gêriadenn bennak. E pep lec’h e Breizh pe e Bro-C’hall e vez savet kevredigezhioù, skolioù, stalioù, gouelioù gant ar gaochisted, dreist-holl war ar maez. Diwar netra peurvuian, ur c’hozh ti pe un tamm park bennak ha loc’het an traoù ! N’o deus ket ezhomm nag a arc’hant nag a subvensionoù, ober a reont pep tra o-unan. Goulenn a reomp sikour gant mignoned, gaochisted eus lec’hioù all hag asambles e stagont ‘barzh.

Perak ne vez ket graet ar memes tra ganeomp ? E kantonioù zo, dreist-holl e Breizh-Izel, n’eus ket mui stal-levrioù. E-barzh kêrioù zo n’eus ket mui tavarnioù zoken. Moaien e vefe deomp sevel ur boutik bennak hep tralalaleno, hep diskouezh sklaer omp idañtiter ha, mod-se, kaout ul levezon war ar c’horn-bro. Setu ar pezh a oa bet graet gant Ty Breizh e Gwerleskin pell zo met, evel an holl « tiez an identelezh » a zo da vezañ serret e Bro-C’hall er mare-mañ, e oa bet graet re a drouz gant tud Ty Breizh. C’hwezh an diaoul a oa gantañ abalamour d’ar brud fall degaset gant ar gaochisted, evel just.

Sevel stalioù, festoù pe kevredigezhioù didrouz war ar maez a vefe gwelloc’h ha spletusoc’h evit kant gouel doubl bras hag a sacho evezh ar gaochisted hag ar re a bleg dirazo. Traoù a zo anezho dija e lec’hioù zo ha n’eo ket bet klevet anv diouto na gant ar bed idañtiter na gant ar gaochisted. Ne vir ket outo d’ober ul labour tri e pep a barrez evit treuzkas hor mennozhioù breizhad hag idañtiter.

Crédit photo :

[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Une réponse à “Kaon (Bro zDinan) : ur « stal-levrioù emveret » a zo bet savet…”

  1. N’eus ket tud yaouank « idañtiter » brezhonegerien, setu aze ! Dezho e vije kregiñ e-barzh. Kabestret gant ar c’haochisted tachennoù ar c’hultur, ar mediaou, ar skolioù ar politikerezh ha zoken ar relijion. Ne chom d’am soñj nemet hini ar familh hag ar stourm pro life. Setu perak n’em eus ket divodet « Emglev An Tiegezhioù ».

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

BREST, E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société

Piv a dag ar studierien e Brest ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, LANNION, Local

Digoret e vo skol Diwan Landreger !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, Société, ST-BRIEUC

Plerin (22) : tapet gant an archerien gant dramm, setu int lesket da vont…

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Local, Patrimoine, PONTIVY

Sinet eo bet ar garta « Ya d’ar Brezhoneg » get kumun Lokmac’hloù

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, LORIENT

Henbont (Bro Gwened) : ur skol Diwan pe pas ?

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, International, Sport

Euskadi : ur gevredigezh evit ma vefe ur c’hevredad euskarad a bolod

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, RENNES

Roazhon : an hetoù 100% e galleg !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Local, Loudéac, PONTIVY

Kreiz Breizh : ur vro divrezhonet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Tribune libre

Glenmor, Stivell, Servat, Denez ha bremañ ? [L’Agora]

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, LORIENT, Société

Plañvour/Gwidel : petra c’hoarvez get ar Jipsianed ?

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky