E Marseille e vo klevet provañseg er metro hiviziken. Amzer zo bet, a-raok ma vefe aloubet ar gêr fosean gant poblañsoù afrikan, e oa Marseille (« Marselha » e provañseg) ur gêr a-bouez evit ar sevenadur okitan gant skrivagnerien ha barzhed empart evel Victor Gelu. Gwechall diouzh gwechall, hiziv diouzh hiziv. Hag hiziv eo deuet Marseille da vezañ ur ger islamek hag afrikan.
Ur vrav a souezhadenn o deus bet emsaverien sevenadur ar vro memestra. Abaoe fin an hañvez e vez kemennet arsavioù al linenn M1 (18 en holl) ha re al linenn M2 (13) e provañseg. E penn kentañ e oa sañset implij ar yezh okitanek talvoudekaat ar sevenadur provañsad evit kig bed ar rugby met kendalc’het e vo evit ar C’hoarioù Olimpek. Ha kredapl bras e vo kendalc’het goude. En tramgarr, a-raok pell, e c’hellfe an dud klevet anvioù an arsavioù e provañseg ivez.
[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine
Une réponse à “Marseille : ar metro a gomz provañseg”
kig bed ? Kib, sur awalc’h…