Ur c’hoad nevez a vo savet e Liverieg-Kenton e Bro Redon (Livré-sur-Changeon e galleg, Livrë e gallaoueg). Gant an ti-kêr e oa bet divizet ar bloaz tremenet krouiñ ur sort « enezenn c’hlas » nepell eus ar bourk. Difraostet eo bet betek re an degadoù tremenet ha bremañ ez a an tachennoù-mañ da fraost en-dro peogwir n’o deus ket amzer an dud d’ober war o zro ken. Hag e lec’h ez eus tachennoù a sort-se ez eus loened a bep seurt, razhed ha lern pa ne vez ken.
Setu perak en deus divizet ti-kêr Liverieg plantañ gwez evit sevel ur c’hoad. D’ar 15 a viz kerzu e krogas ar blanterien gant o labour. Muioc’h a gant gwez a zo bet plantet d’ar mintin e-barzh un dachenn a 4 hektar gant 150 skoliad. Goude merenn eo ar re gozh o deus kroget e-barzh gant 900 gwez ouzhpenn. Ha n’eo ket echu ganti ! E miz here 2024 e vo plantet 5500m² a wezh-drouezh war-briz. Ur gwir werjez aze !
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine