Berr an arc’hant e Bowidel, ur gêr vihan nepell eus Dinan, ken eo bet tañset gant lez rannvroel ar c’hontoù e miz gwengolo. War a seblant e oa bet amprestet re a arc’hant gant ar skipailh kozh.
Votadegoù a voe aozet d’an 3 ha 10 a viz kerzu hag ur maer nevez a zo bet dilennet : Gaétan Accoh, ur c’hlañvdiour a-vicher.
Ur gwir vro gouennelour eo Breizh evel just, un « ifern evit an henbroidi, leun a ziskennidi a vorianetaerion », met ur maer du a zo bet dibabet gant tud Bowidel, ur gumun war ar maez. Rak e Breizh e vez enoret an dud onest, kalonek hag o deus c’hoant en em heñvelekaat, forzh peseurt liv e vefent.
Hag amañ ez eus bet kemeret un diviz leun a boell gant an aotrou maer : rannañ dre zaou digollioù ar maer hag ar guzulierien ! Setu un diviz kalonek ! Mod-se e vo espernet 22 500€ gant an ti-kêr. Ar maez kozh, Jacky Heuzé, en doa 1925€ ha Gaétan Accoh en do 905€. An eil-vaered o do 230€ ha n’eo ket 641€ evel re ar skipailh kozh.
Ur sekreterez kêr a zo evit mont war he leve, ne vo ket erlerc’hiet. Ha « skornet » e vo an holl raktresoù kêr. Mod-se e esper ar skipailh nevez ne vo ket lakaet Bowidel dindan ward gant ar prefet.
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine
2 réponses à “Bowidel (Daoudour) : an digollioù embregiñ rannet dre zaou gant ar maer nevez evit saveteiñ ar gumun !”
« enbroidi » au lieu de « henbroidi »
« ur c’hlañvdiour » au lieu de « ur c’hlañdiour »
« tañset » : ???