Ur pezh mell korfad spont en deus bet un den eus ar Baol e Liger-Atlantel o tistreiñ da brenañ e zefotachoù !
D’ar 26 viz kerzu, pa zistroas d’ar gêr tro 10e30 mintin, e kouezhas fri-ouzh-fri an aotrou X, un den war e leve, gant un den o kousket en e vurev. Un Aljerian. Dindan OQTF. 23 bloaz. Da 10e30 mintin e oa « o klask ur skwat evit kousket ». Torret en doa ur werenn evit mont tre.
Ar retredad a leuskas anezhañ da vont kuit ha pellgomz d’ar polis. En ti-gar e vo serret anezhañ just war-lerc’h, bizeier ar retredad en e chakod. Klasket en doa « gweladenniñ » un ti all just a-raok.
Hervezañ e krede ne oa den ebet o vevañ en ti. SDF eo rak « ne fell da zen ebet reiñ bod dezhañ ».
Peder gwech eo bet kondaonet e Bro-C’hall dija, e Marseille ha Toulouse. Hag en toull-bac’h e oa betek an 21 a viz gouere.
Hervezañ en deus c’hoant « distreiñ d’e vro ». Kabidant ! Met ne ra netra evit hen ober. Hervez ar brokulorez ez eo ur gwir bilpous anezhañ.
Kondaonet eo bet da 18 mizvezh toull-bac’h ha da zistreiñ d’e vro. Met ne raio ket moarvat…. evel kustum !
[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine
2 réponses à “Ar Baol : Un Aljerian ‘b’an ti !”
« Pa Zistroas » et non « Pa tistroas »
Troet on me ivez da lavarout « Pa tistroas » met hervez ar yezhadurioù emañ ar gwir ganeoc’h.
E Gouel ar Brezhoneg Ar Roc’h-Ugu, da lavaret eo pell pell zo, em eus soñj e oa bet rendael war ar poent-mañ ha Yann Ar Beg a oan a-du gantañ. Marteze e oa chomet « Pa tistroas » er yezh komzet e tachadoù zo abalamour d’ar rannig-verb « e », na c’hom anezhañ nemet ar c’hemmadur kemesk : « Pa (e) tistroas » ? Klasket ‘m eus war ar rouedad he n’em eus kavat nemet un arroudenn « pa tegemer » (en eil rannbennad diwezhañ) : https://bcd.bzh/becedia/br/dol-ur-chrenv-lech-droukchoantaet