Sant-Nazer : ur vamm-gozh taget gant ur penn dramm evit 90€

Drammet, drammet, drammet-net. Dindan metadon eo ar paotr-se en e 39 vloaz met ne vir ket outañ da gemer 2gr heroïn bemdez. Kollet eo.

Noz ha deiz e klask arc’hant evit prenañ e zramm. N’eus ket nemet se en e damm buhez. Neuze, d’an 20 a viz kerzu e Oceanis pa welas ur vamm-gozh o vont davet ar bilhedaouer emgefre e lakaas en e benn da dagañ anezhi evit laerañ hec’h arc’hant. Ur vatezh-vrec’h he doa ar paourkaezh vaouez. Diaes e oa dezhi prenañ he defotachoù. Ne vern ! Lamm a reas warni ha kemer a reas 90€ diganti mui ar gartenn c’hlas. Touchet eo bet brec’h ar vamm-gozh hag abaoe an dagadenn he deus muioc’h a boan c’hoazh !

Serret eo bet buan gant ar boliserien rak anavezet eo ganto e Sant-Nazer. D’ar 07 a viz kerzu, e kreiz an noz, en doa drailhet dorioù otomatek ar gourmarc’had Géant Casino dija. Ur barrad alter en doa abalamour d’ar c’hokain. Krediñ a rae e oa tud o klask laou outañ met e-unan e oa !

A-benn ar fin eo bet kondaonet d’ur bloavezh hanter a doull-bac’h. Hag e tleo restaolañ ar vaouez gozh.

Crédit photo :

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

 

 

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

2 réponses à “Sant-Nazer : ur vamm-gozh taget gant ur penn dramm evit 90€”

  1. Fergus dit :

    Trugarez deoc’h da skrivañ e brezhoneg war BI ur wezh an amzer.

    Met perak skrivañ pennadoù nemet diwar-benn keleier fall ha diwaskus?
    Ur bern dud o deus c’hoant mont pelloc’h gant ar yezh o lenn endalc’hoù sevenadurel pe geleier pozitivel kentoc’h (mennadoù gant ar brezhoneg, petra a c’hoarvez er broioù keltiek all, pe e broioù Europa dre vras zoken, hag all…). Laouen e vefen gwelout pennadoù brezhonek war sujedoù all.

    Joa

  2. Diverrez dit :

    Bloavezh mat da genskriverien vrezhonek Breizh info a zegas boued-spered deomp bemdez ! Traoù pozitiveloc’h a vefe mat ivez eveljust met diaes-mat eo diskoachañ anezho p’emañ ken du an dremwel a bep tu.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : Ur gourmarc’hadig laeret gant armoù evit ar pemvet gwech

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, Société, ST-BRIEUC

Plerin (22) : tapet gant an archerien gant dramm, setu int lesket da vont…

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Local, SAINT-BREVIN

Sant-Brewenn (Bro-Raez) : un trafikour dramm estrañjour tapet gant an archerien

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, NANTES, Société

Gwerzhav (44) : 19 vloaz, dealer ha bremañ prizoniad

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société

Brest : ar filierenn albanad dirak ar barner

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, ST-NAZAIRE

Bro Raez : unnek vloaz goude, eizh den kondaonet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, NANTES, Société

Naoned : ur Reunionad kondaonet evit trafikañ dramm

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, QUIMPER, Société

Dramm e Kemper : goude an trafikour martinikad, e vreur dirak al lez-varn…

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : kirri-tan pulluc’het, tud er ranndi, fuzuilhadeg er straedoù…

Découvrir l'article

Dinan, E brezhoneg, Justice, Local, Société

Sant-Loheñvel (Bro Daoudour) : daou drafikour dramm kondaonet evit bezañ bazailhet ur c’houplad

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky