Ger brezhoneg ebet e ti-post nevez Lannuon

Emañ ti-post Lannuon o paouez bezañ renevezet. Met n’eus ger brezhoneg ebet ennañ ken ! Seizh vloaz zo e oa bet renevezet dija. D’ar mare-se e oa bet goulennet gant ar resever e vefe lakaet divyezhek an holl banelloù. War evezh e oa ar strollad Ai’ta er bloavezhioù 2010 hag aon o doa reseverien an tiez-post eus Breizh-Izel e vefe bet aozet ur « fest-deiz zaovaj » e kreiz ar sal gortoz e kenkas ma vefe leusket hor yezh a-gostez. Met n’eus ket mui eus Ai’ta bremañ hag ar gaochisted a zo e penn an Emsav evit ar brezhoneg a zo kentoc’h prederiet gant ar « ragañvioù » pe ar « problemoù jener » ha n’eo ket gant plas ar brezhoneg e Breizh-Izel.

Renevezet eo bet ti-post Lannuon met pegoulz e vo renevezet an Emsav evit ar Brezhoneg ?

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

 

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

2 réponses à “Ger brezhoneg ebet e ti-post nevez Lannuon”

  1. Gwilhmod dit :

    Me ‘soñje din ivez e oa gwall vorgousket Aï’ta ha gant ar pennad-mañ a lavar ez eo marv n’on ket souezhet. Gant aozadur kleizelour woke « Gouel ‘broadel’ ar brezhoneg » e labour lod eus izili hag atebeien Aï’ta gozh, a soñj din.
    Anat eo din a-hent all ez eus mizer bras evit kavout stourmerien er rummad yaouank-flamm. D’o oad e liven panelloù hent hardi. An dra-mañ a ziskouez n’eo ket gouest o emsavig da hoalañ an dud. O c’healiadurezhioù a varn d’ar marv hor bro tra ma n’eus framm ebet en Emsav brezhonek evit derc’houezañ ha bodañ an danvez stourmerien a yae d’ober an Emsav a raok emziskouezadur an UDB, treuzekemmet gantañ ar vroadelouriezh hengounel gant ur gelizelouriezh harloupet. Pell emaomp diouzh hor c’hazeg.

  2. Herri abYann dit :

    Pet den a implij ar brezhoneg bemdeiz e Lannuon ? Un nebeut e straed Ampère ?…
    Pet den a skriv lizheroù e brezhoneg e Lannuon ? Ar memes re er memes straed ?…
    Ofisiel ? Dav eo bezañ realist ha gwirvoudel zoken : komzet ‘vez ar yezh gant nebeutoc’h-nebeutañ a dud, siwazh !

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Local, RENNES, Tribune libre

D’ar 17 a viz mae e vo ur vanifestadeg evit ar brezhoneg met… [L’Agora]

Découvrir l'article

E brezhoneg, Guérande, LA BAULE, Local, Sociétal, Société

Ar Roc’h-Bernez (56) : panelloù istorel e skritur inkluzivel

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, LORIENT

An Oriant Tolpad Kêrioù a lâr’ Ya da live 2 ar garta aveit ar brezhoneg

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, International, Société

Norzh Bro-Gembre : nebeutoc’h a saozneg er skolioù, muioc’h a gembraeg

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, ST-BRIEUC

Binig-Staol (Bro-Oueloù) a lavar « Ya d’ar Brezhoneg »

Découvrir l'article

E brezhoneg, Evenements à venir en Bretagne

100vet deiz-ha-bloaz Gwalarn

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, Sciences, VANNES

Ur brezegenn interesus ‘ba Gwened

Découvrir l'article

AURAY, E brezhoneg, Education, Local, Société

Landevan (Bro Gwened) : digoret e vo un hentad divyezhek b’ar skol bublik

Découvrir l'article

E brezhoneg, Social, Société, Vie Pratique

Achu gant « Labour ‘zo » !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, QUIBERON, Société

Ur c’hlas divyezhek brezhoneg-galleg b’ar Gêrveur !

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky