E Dinan e krede an den e vefe bet kaset d’e jardrin kent fin an devezh ! D’an 20 a viz kerzu zo bet taget un den gant tri faotr all e kreiz-kêr Dinan. Just dirak e savadur, nepell diouzh ar skolaj Broussais. Mouchet e zaoulagad e voe stlepet en e garr-tan. War se ez eas ar vandennad d’e di ha laeret e gartenn c’hlas. Klask a reas an hailhoned tennañ arc’hant meur a wech.
Met n’eo ket echu an devezh evit an den skrapet. Mont a reas an otoiad betek Roazhon d’ar red tan ruz ken e tapas he fall. Gloazet an Dinanad, e voe leusket war bord an hent gant an tri skraper. Emañ atav en ospital. Hag int da genderc’hel gant o hent betek Pazieg e-kichen Roazhon m’int bet serret en ur c’hoñvers.
Ha n’eo ket ar wech kentañ o defe graet seurt « road trip » ! D’an 18 e oa c’hoarvezet ar memes tra e Bruz, e-kichen Roazhon atav, m’o doa skrapet un den, laeret e gartenn digantañ, skoet gantañ, ha leusket da vont e koadeg Montforzh.
Ha piv eo an dorfedourien ? Tri den yaouank : unan a zo bet ganet e Roazhon, egile e Sarcelles hag an trede hini er C’homor, hervez Hervé Astruc prokulor Roazhon.
Hag ezhomm zo lavarout muioc’h ?
Kaset int bet e toull-bac’h da c’hortoz o frosez
[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine