Betek pelec’h ez aio ar mafia jeorjian ? E kumun ar Reuz, d’an 19 a viz kerzu, e welas poliserien ar BAC tri den o vitrakiñ e kreiz an noz. Mont a raent d’o c’haout pa komprenjont e oa ar re o doa laeret eoul-maen e-barzh ur c’harr-samm e Sant-Jakez-al-Lannoù just a-raok.
Ha savet bec’h kerkent : teurel a reas ar laeron bidonioù leun a esañs war ar boliserien. Dont a reas ar voaiouchened da lammat e-barzh o samorell ha da stekiñ ouzh karr-tan ar BAC. Met dont a reas ar boliserien da dalañ outo ha da tapout krog e daou anezho. An trede az eas kuit en noz.
Jeorjianed eo an daou. Kerkent hag an 21 a viz kerzu e oant dirak ar barner m’int bet kondaonet.
E Bro-C’hall ha dreist-holl e Breizh emañ kreñvoc’h-kreñvañ ar majia jeorjian. Met arabat kas anezho d’o bro a lavar « ar re a soñj mat » !
[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine
Une réponse à “Roazhon : Jeorjianed serret goude bezañ taolet bidonioù war ar boliserien”
Cette vision de tronc humain entièrement tatoué me donne envie de vomir.