Sant-Jagu-ar-mor (22) : tud ar vro a-enep ar raktres a lojeiz sokial

Jeu ha trouz a zo e Sant-Jagu ar Mor, en Aodoù-an-Arvor, nepell eus Dinan, abalamour d’ur program nevez a lojeiz sokial.

E-kichen ar c’hazarn kozh, bali an ti-post, e fell d’ar feurmer sokial Terre Armor Habitat sevel savadurioù bihan evit an dud baour. Lojeiz sokial e vo neuze, hogen tud zo eus ar vro o deus aon e vefe kaset amañ « cas soc' » eus Dinan, Sant-Brieg pe pelloc’h c’hoazh.

Un amoug a zo bet kaset d’al lez-varn melestradurel gant ur strollad tud. Abalamour da se n’eo ket sur Terre Armor Habitat ez aio ar raktres da benn. Setu perak eo bet goulennet gant ar feurmer sokial e vefe paeet al labourioù bet graet dija gant ar gumun. « E kenkas… »

Hervez Anaïg Le Ret, un dilenniadez eus Sant-Jagu, « n’eus ket 80% a hailhoned » el lojamantoù sokial. « Ha perak ne fell ket da dud Sant-Yagu e vefe savet seurt savadurioù » ? eme kuzuilherien all.

Marteze peogwir ez eus kalz a estrañjourien pe tud a-orin eus broioù ekzotek e seurt tiez ha n’eo ket mui bretoned. Ha meur a wech n’eo ket tud a seurt-se tud hag o deus c’hoant « kenvevañ » ganeomp.

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Une réponse à “Sant-Jagu-ar-mor (22) : tud ar vro a-enep ar raktres a lojeiz sokial”

  1. Jojo dit :

    Te lâr traoù ! An hanter eus an tiez e Sant-Jaku zo goullo kazimant e-pad ar bloaz ! Kavout a ran gwelloc’h gwelet tud deus an diavez o tont da veviñ ha da labourat er vro, kentoc’h evit Bretoned divroet da Bariz ha ne teuont nemet da Nedeleg pe da vakañsoù an hañv.

    0

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Clicky