Mouster-al-Loc’h (44) : sikouret gant ur jubennour, un den kondaonet evit bezañ bet feuls

Dirak ar barner eo sikouret gant ur jubennour arabeg-galleg. D’an 09 a viz kerzu e erruas ur breur hag ur c’hoar dirak ur savadur eus Mouster-al-Loc’h, nepell eus Sant-Nazer. Ya met un trede den a oa e-barzh ranndi ar vaouez : he mignon kozh. Ne ouare ket ar vaouez e oa er ranndi ha justawalc’h, fellout a rae dezhi e vefe roet hec’h alc’hwezioù en-dro gantañ.

Ar breur eo az eas da c’houlenn gantañ an alc’hwezioù ha setu loc’het ar jeu. Kemer a reas ar mignon ur gountell e-barzh bouest manegoù e garr-tan ha dao, reiñ a reas taolioù kountell d’ar breur ! Klask a reas en em wareziñ met gloazet eo bet e zaouarn hag e zivrec’h. Ur stirenn dezhañ e vo troc’het. Dindan boeson e oa met d’an nebeutañ e klaskas saveteiñ e c’hoar rak feuls eo a-wechoù ar mignon outi.

Ya met dirak ar barner ne savo ket a-du ar c’hoar gant he breur, gant e vignon kozh ne lavaran ket ! Hervezi en defe he breur lavaret « kunujennoù gouennelour » d’he gwaz ! Ha se zo pec’hed bremañ. Pec’hed lous ! Viloc’h eget pep tra !

O klevet e c’hoar e krog ar breur da leñvañ dirak ar barner. Hervezañ e vefe e c’hoar « dindan he hini kozh ». Ne fell ket dezhañ komz d’e c’hoar ken. Ar santimant da vezañ traiset ganti.

Ha padal e miz kerzu 2022 e voe skoet ar plac’h gant he mignon dija. Ha skeiñ a reas put ! Taolioù er penn, er c’hof. Met ne vern. Piket eo he c’halon gantañ ! Priñs ar mil nozvezh hag unan ! Met jalouz eo eñ un tamm rak, hervez an amezeien pa « tistro d’e vro ez a ar vaouez da zañsal en toulloù-noz ! » Setu perak he dez fest ar vazh gwechoù zo.

A-benn ar fin eo bet kondaonet ar « priñs » da zaou vloavezh toull-bac’h, 6 anezho gant goursez. N’eo ket gall met gallout a ra chom e Bro-Frañs memestra rak ur bugel en deus gant e zouzig. Asambles int en-dro !

Pet’a ri…

Crédit photo :

[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

 

 

 

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

AURAY, E brezhoneg, Education, Local, Société

Landevan (Bro Gwened) : digoret e vo un hentad divyezhek b’ar skol bublik

Découvrir l'article

E brezhoneg, Social, Société, Vie Pratique

Achu gant « Labour ‘zo » !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, Société, ST-NAZAIRE

« Mouster-al-Loc’h » (44) : 43 bloaz, kondaonet 35 gwezh… met echu eo !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, QUIBERON, Société

Ur c’hlas divyezhek brezhoneg-galleg b’ar Gêrveur !

Découvrir l'article

CARHAIX, E brezhoneg, Local

Lise Diwan Karaez : ha dirouestlet eo an afer ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, Société, ST-BRIEUC

Kastellaodren-Plagad : difenn an hentenn divyezhek !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, ST-BRIEUC

Sant-Brieg : ul lenadenn en arabeg evit « mizvezh ar brezhoneg »

Découvrir l'article

E brezhoneg, FOUGERES, Local

Felger : taget zo bet ur radar all !

Découvrir l'article

Culture & Patrimoine, E brezhoneg, FOUGERES, Histoire, Local, Patrimoine, Religion, Société

Saint-Germain-en-Coglès (35) : ur c’halvar livachet !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, PLOËRMEL, Société

Funoù e kouevr laeret : ur barrad ‘ba Morbihan !

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky