Mantret an dud e Gwitreg (Vitré) ! Diheiet eo bet ar sapin bras savet evit nedeleg war plasenn an ti-gar gant an ti-kêr. 13 m a uhelder met war a seblant ne blij ket da dud zo rak troc’het eo bet ar garlantezenn en diaz d’ar 06 a viz kerzu. Gouloù a zo en nec’h met n’eus kui mui en diaz evit poent. Piv en deus graet an taol ? Ne oar ket ar boliserien evit poent. Tud enep-kristen ? Ekologourien eus an tu-pellañ ?
Ar bloaz-mañ siwazh n’eo ket bet staliet ar c’hraou e kreiz kêr gant an ti-kêr.
Crédit photo : ti-kêr Gwitreg (Facebook)
[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine
2 réponses à “Gwitreg : ar sapin nedeleg diheiet”
Sapr…e brezhoneg : Diheiet ?? , sapin ? ar wezenn sapin/ar sapinenn marteze… , war plasenn > war blasenn , ne plij ket > ne blij ket , d’ar 06 > d’ar 6, met n’eus kui mui ?? , Ne ar ket > oar ?
Jozef ha Mari zo skarzhet eus Gwitreg.
Diskar a reont diaz gouel bras Nedeleg.
Paour kaezh bugale hag o zud, lobotizet,
Dallet gant arvestroù an amerikaned.
(ha c’hoazh n’on ket sur : en Amerik e talc’h an dud d’o c’hraouigoù Nedeleg e-kichen un Tad Nedeleg kabac’h ha lu)