Skol Villeneuve e Roazhon : perak o deus diskroget ar skolaerien gant al labour ?

P’en doa komzet eus ar sujed-mañ e kerz ar c’houlzad prezidantel, e oa bet klevet e begement gant Eric Zemmour. Ha padal ez eus ur gudenn gant skoliata ar vugale ampechet e skolioù normal. Ha n’eo ket bezañ « digalon » da glask lavarout ar wirionez war ur gudenn kevredigezhel.

E skol Villeneuve Roazhon n’eus ket mui kentelioù abaoe al lun 04 a viz kerzu rak deuet eo re start ar c’hoñdisionoù labour evit ar skolaerien hag an implijidi hag a zo bout ganto. Bugale ampechet a zo er skol ha n’eus ket implijidi ispisializet a-walc’h evit ober war o zro. Feuls e vez bugale zo, feuls e-keñver ar skolaerien, e-keñver o c’hamaraded met ivez en o c’heñver. Ur bugel eus CM2 a zo terrupl da skouer ha n’hall ket ar skolaerien dont a-benn anezhañ ken. N’hall ket an traoù kenderc’hel e-giz se !

Skolaerien a zo ehanet gant o medesin, re all a zo taget ingal gant bugale ha n’o deus ket ar memes kodoù ha ni. Soutenet eo implijidi skol Villeneuve gant tud ar vugale ha goulenn a reont gant an rektorelezh e vefe kavet un diskoulm ar buanañ ar gwellañ. Un emgav a zo bet gant an DASEN met prometaet e oa bet traoù e miz even dija. Hep ma vefe lakaet tra e pleustr a-benn ar fin.

Kalz a vugale a seurt-se a zo e Roazhon ha n’eus ket implijidi stummet a-walc’h evit ober war o zro. Ouzhpenn-se lod anezho a zo bugale estrañjour ha diaesoc’h emañ an traoù ganto a-wechoù.

Siwazh, chom a ra ar sindikadoù eus an tu-kleiz gant o soñjoù ideolojikel. Ma vefe dijablet hor skolioù eus ar vugale estrañjour hag a dlefe bezañ skoliataet en o bro dezho e vefe surawalc’h muioc’h a arc’hant hag a implijidi evit ober war-dro ar vugale breizhad ha gall.

E Straed Ginguené emañ skol Villeneuve, da lavaret eo etre ar C’holombier ha Brequigny.

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky