Trec’h eo bet ar feiz war an dud difeiz e Ploareg ! Dizarbennet eo bet al Libre Pensée gant lez-varn melestradurel Roazhon. E soñj e oa ar gevredigezh eus an tu-kleiz pellañ da zilec’hiañ kalvar Ploareg rak, hervez ar gevredigezh, emañ ar groaz « war an domani foran ». E 2017 he doa komañset an afer p’en doa lakaet en he soñj ar gevredigezh evit miret ar glad relijiel (ACPR) reneveziñ ar c’halvar. Hogen war bord un hent departamantel e oa eñ ha savet he doa klemm al Libre Pensée dirak al lez-varn melestradurel e anv al lezenn a zisparti etre an iliz hag ar stad (lezenn 1905). E 2020 e savas a-du al lez-varn gant al Libre Pensée ha kondaonet e oa bet an departamant. Met gantañ e voe diglaset kerkent an dachenn a 90m² ma oa ar c’halvar warni ha roet d’an ACPR. Mod-se e oa diouzh al lezenn ar c’halvar en-dro ! Ha savet klemm en dro gant al likarded ! E-barzh hec’h arguzennoù he doa skrivet al Libre Pensée e oa dañjer evit an otoioù o tremen e-biou ar c’halvar memes ! Hag eñ savet e 1946 hep ma vefe bet tamm gwallzarvoud ebet el lec’h-mañ abaoe !
A-benn ar fin e chomo ar c’halvar renevezet e lec’h m’emañ, reizhet an traoù ! Gant ma ne raio ket al Libre Pensée galv en-dro !
Pa vez anv eus an Islam n’eo ket ken aheurtet an dud lik gant ar sinoù a feiz… Ha perak ? Aon ganto koll o skiant vat pe… o fenn ?
[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine
3 réponses à “Afer kalvar Ploareg (22) : Al Libre-Pensée kaset da ganañ ‘lec’h ‘deus dozvet !”
Je ne comprends pas le breton, alors que ma Maman était bretonnante. Mais je vois qu’il est question de la libre-pensée qui chipote (encore) sur la présence d’un calvaire.
Les articles en bretons devraient avoir leur traduction annexée en Français, sinon 90% des lecteurs ne peuvent pas les lire.
vous pouvez utiliser un traducteur en ligne https://niverel.brezhoneg.bzh/fr/troer/