Trigneg (44) : daou familh a dermajied oc’h en em gannañ

D’ar 7 a viz gouere e voe sabaturet tud karter Certé, etre Trigneg ha Sant-Nazer o welet ur c’hant bennak a dud oc’h en em gannañ e kreiz ar straed. Gwerennoù drailhet, kirri-tan taget, ur paotr a zo war al leur, ar bomperien oc’h ober war e zro.

Falc’het eo bet gant ur c’harr-tan ha kaset ouzh ur porrastell da vezañ flastret. A-benn ar fin n’en deus ket bet kalz traoù.

Met petra a zo c’hoarvezhet eta ? Un istor veñjañs eo. Etre Termajie.

N’eo ket nevez e karzh ar vouch etre daou veuriad termajied-mañ, daou familh a-orin eus Changé e departamant ar Sarthe.

E miz kerzu 2018 e voe lazhet un den en Essonne. Falc’het gant un tenn aze. E eks-tad-kaer an hini eo a reas an taol. Serret ha kondaonet e voe da zek bloavezh toull-bac’h e miz meurzh 2022. Ya met dre ma’z eo diot-nay ar justis e Bro C’hall e oa dija ar muntrer er-maez dindan dro-vrec’h elektronek d’an 28 a viz even 2023. Pemp bloaz nemetken eo chomet en disheol. Hag eñ kondaonet da 10.

En em staliañ a reas e ti e vamm e… Trigneg. Gouvezet eo bet gant familh an den lazhet ha dao, bleuniet ar soñj da vañjiñ ar « breur ». Hag embiladeg.

Hogen, evel just, d’an 30 a viz du dirak ar barner ne oa den ebet war al lec’h deiz ar piladeg. An tri gwazh er boks a oa amañ « dre zegouezh » ha mamm ar paotr peurlazhet ne oa ket e karter Certé an deiz-se. Forzh penaos « ne ouie ket ar meuriad e oa bet dibrizonet ar muntrer » zoken. Iskis eo memestra rak ar c’hlann en deus graet ur mont-ha-dont eus ar Sarthe da Sant-Nazer hep klask chom e Breizh e-pad pell. Debret gant ar c’hoant gwelet ar mor marteze ?

N’eo ket bet kendrec’het al lez-varn gant kement a goñchennoù evel just met n’eo ket bet kaset den ebet d’ar prizon. Goursez nemetken evit an holl re damallet !

Betek ar wech all ? Rak e bed an Dermajied e c’hell bezañ tagnus ha veñjañsus an dud…

Crédit photo :

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Une réponse à “Trigneg (44) : daou familh a dermajied oc’h en em gannañ”

  1. Hervé Brétuny dit :

    Certé zo e barz Trignac ket ‘etre Trignac ha sant nazer’

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Local, NANTES

Ar Menez (44) : 61 Rrom e-kichen an dachenn vell-droad, petra ober gante ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, ST-NAZAIRE

Bouez (44) : un Termaji kondaonet evit bezañ gourdrouzet ar maer

Découvrir l'article

Châteaubriant, E brezhoneg, Ensauvagement, Justice, Société

Hezin-ar-Mengleuzioù (44) : ar maer kunujennet, un termaji kondaonet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Pornic, Société, ST-NAZAIRE

Sant-Pêr-Raez (Bro-Raez) : 200 karavanenn a dermajied war dachenn ar gouel « Fête’ival » !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Paimpol, Société, ST-BRIEUC

Plourc’han (Bro Oueloù) : 100 karavanenn war an dachenn vell-droad !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, LA BAULE, Local, Société, ST-NAZAIRE

Sant-Andrev-an-Doureier (44) : ar maer en deus savet klemm « evit bezañ bet gourdrouzet gant termajied »

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Guérande, Local, Société

Gwenrann : 150 karavanenn er C’hongor !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, Pornic, Rugby, Sport

Pornizh (Bro-Raez) : termajied war an dachenn rugby !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, Société, ST-NAZAIRE

Sant-Brewen (Bro-Raez) : 200 karavanenn war ar stad !

Découvrir l'article

Ancenis, E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société

Ankiniz : 150 karavanenn war parkva ar Charbonnières

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky