Vañde : an Tchetchen e gountell hir kondaonet

E La Roche-sur-Yon, e Vañde, e miz eost 2021 e oa bet taget ur c’houplad a goñversanted vietnamian. Taolioù kountell a oa bet roet d’an daou goñversant onest ha gwir chas-labour anezho.

Met gant piv e oant bet kountellet e-giz se ? Gant pennoù touzet leun a gasoni ouzh « ar re velen » ? Gant emsaverien eus an tu-dehoù pellañ ? N’eo ket ! Gant un Tchetchen dindan dramm ha dindan OQTF ! Raksoñjet en doa e daol hag en doa klasket gloazañ don e viktimoù. Gloazañ pe gwasoc’h ken e oa leun a nerzh ar paotr an deiz-se.

En em anavezout a rae mat ar Vietnamian hag an Tchetchen rak an eil en doa graet an aluzenn d’egile, gwir ruz-botoù anezhañ. Met buan en doa komprenet ar Vietnamian e oa drammet ar paotr ha ne felle ket dezhañ reiñ arc’hant d’unan bennak evit prenañ drogach. An deiz a-raok an dagadenn en doa nac’het reiñ d’an Tchetchen 5€ evit prenañ butun droll. A-hed an noz en doa ribotet ar c’haokazian e benn gant se.

Antronoz e erruas dirak boutik ar Vietnamian ma oa o kafetañ ha dao ! Skoet gantañ div wech. Daou daol gountell, unan anezho en divjod. Degouezhout a reas gwreg ar c’hoñversant ha kountellet d’he zro !

Soudard eo bet an Tchetchen en e vro ha trelatet abaoe. Meur a wezh eo bet kaset da ospital ar re sot e Bro-C’hall. Kondaonet eo bet div wezh ha soutenet eo gant Emmaïs daoust dezhañ bezañ dibaper abaoe eizh vloaz.

Dañjerus eo dreist-holl pa ne gemer ket e louzoù. Met ne vir ket outañ da gemer a ra « louzoù » all.

D’ar 27 a viz du e oa an Tchetchen dirak lez-varn La Roche. Kondaonet eo bet da 6 vloavezh a doull-bac’h ha rediet da zistreiñ d’e vro. Eno e  c’hello c’hoari kountell gant piv en do c’hoant. Met hag-eñ e vo lakaet er c’harr-ij evit gwir ? Se zo un afer all.

Ar c’houplad vietnamiz o deus dilojet ha graet annez e Bro Paris abaoe a dagadenn. Traomatekaet eo bet o bugale gant an afer, o merc’h henañ a dleas bezañ ospitalizet abalamour d’ar stress memes.

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Local, NANTES, Sociétal, Société

La Roche-sur-Yon (85) : neuf jeunes patriotes français devant la justice pour une action anti-IVG

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, NANTES, Société

Naoned : ur Reunionad kondaonet evit trafikañ dramm

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Immigration, Local, NANTES, Société

Vañde : ur Somalian « kondaonet » da doullbac’h gant goursez evit bezañ gourdrouzet a varv implijiad ur preti, gantañ e oa un arm

Découvrir l'article

Ensauvagement, Immigration, Local, NANTES, Société

La Roche-sur-Yon (Vendée) : des grilles autour d’un square pour faire partir les dealers

Découvrir l'article

Immigration, Justice, Local, NANTES, Sociétal, Société

Vendée : accusé de battre sa femme et de l’avoir menacé avec un couteau il évoque le… racisme dont il ferait l’objet !

Découvrir l'article

Justice, Local, NANTES, Sociétal, Société, Tribune libre

Féministes : deux poids, deux mesures à La Roche-sur-Yon [L’Agora]

Découvrir l'article

Ensauvagement, Immigration, Local, NANTES, Société

La Roche-sur-Yon : un mur « à la nord-irlandaise » construit entre deux quartiers pour protéger du trafic de drogue

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, NANTES, Société

Naoned : un Aljerian diskred warnañ bezañ bac’het e wreg hag e vugale ha skoet ganto e-pad bloavezhioù

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, LANNION, Local, Société

Tregastell : hag un den kountellet ouzhpenn !

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société

Brest : Ur skarzher eus ar « Chamade » kountellet

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky