Ar Groazig (44) : merer ar pizzeria, diskred warnañ bezañ un trafikour dramm, a chom en toull-bac’h

Sebezet e oa bet kêr Ar Groazig pa voe disklozet an afer d’ar 14 a viz du : un trafik dramm a oa e tavarnioù ha pretioù zo eus ar gumun ! Hervez ar justis e vefe ur pizzeria eus ar porzh kreizig-kreiz an trafik.

Selaouet e oa pellgomzerioù laboused zo gant divskouarn bras an archerdi ha divizoù zo, diwar-benn « boutailhoù eoul », etre tud anavezet gant ar polis evit aferioù dramm a oa sklaer evel an arc’hant. Pa oa degouezhet an archerien e tiez ar re diskred warno e voe kavet dramm (kokain, kanab), pakadoù arc’hant, … stalad trafikerien e berr komzoù !

Anavezet mat eo merer ar pizzeria, hag eñ arruet e Bro-Frañs e 1996 (eus Italia), rak kondaonet eo bet 8 gwech dija, ur wech evit trafikañ dramm. Bremañ emañ er bidouf ha touiñ a ra bezañ ur « c’hoñsomatour » traken evit « chom en e sav ».

Da c’hortoz kavout sklêrijenn ar furnez hag an tañperañs e-giz veze lavaret gwechall e chomo en toull-bac’h da brederiañ war e damm buhez. Setu ar pezh a zo bet divizet gant lez-varn galv Roazhon d’ar 24 a viz du.

Crédit photo :

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Justice, Local, PONTIVY, Société

Pondi : 39 menneg àr e roll lez-varn, chom a ra ‘b’ar prizon

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Pornic, Société

Bro-Raez : un « Uberdramm » dispennet

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société

Brest : Dale oa gantañ da vont d’ar voskeen, teurel a ra ur sac’hadig heroïn dirak ar boliserien

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société

Plouzane (Bro Leon) : archerien dirak ar skolajoù

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Local, SAINT-BREVIN

Sant-Brewenn (Bro-Raez) : un trafikour dramm estrañjour tapet gant an archerien

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société

Brest : ar filierenn albanad dirak ar barner

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, QUIMPER, Société

Dramm e Kemper : goude an trafikour martinikad, e vreur dirak al lez-varn…

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Justice, Local, Société

Brest : paotr ar Surinam e gof leun a gokain a chom en toull-bac’h

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, NANTES, Société, ST-NAZAIRE

Naoned ha Sant-Nazer : ar boliserien a-enep an trafikañ dramm

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, Pornic, Société

Trafikañ dramm e Machikoul (Bro-Raez) : daou zen serret

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky