Afer « tan b’ar blev » e Lannuon, goursez evit ar merer irakian

E miz gwengolo 2020 e voe devet penn ur paotr en ur saloñs ficher-blev eus Lannuon, ar « Gentleman » just e-tal an ti-kêr !

Petra oa c’hoarvezhet eta ? Da gentañ tout, dav eo lavaret ne oa penn kristen ebet a oare galleg er saloñs-mañ. Un Irakian e oa ar merer (stalioù all en deus e Breizh !) hag ul Libian an implijiad. Klasket o doa lakaat e pleustr un doare nevez da drec’hiñ ar blev : an « hentenn jipsian » an hini eo. Ur jel a vez lakaet war ar blev ha lakaet an tan e-barzh ! Hervez kont eo un doare da zifrizañ ar blev gloanek. Videoioù a zo war ar rouedadoù sokial ma weler pratikoù tan war o fenn.

Evel just, nag ar merer nag an implijiad o doa an disterañ diplom evit fichañ ar blev ha ne oa ket disklêriet al Libian d’an Urssaf. P’en doa lakaet al Libian tan ‘ba blev ur paotr eus Ploubêr ne zeuas ket a-benn da voustrañ ar flamennoù ha devet en eil derez e oa bet ar paourkaezh paotr e vlev gloanek. Ha muioc’h eget c’hwezh al losk a oa gantañ d’an deiz-se ! Ehanet e voe e-pad muioc’h eget 7 devezh !

Kaset dirak lez-varn Sant-Brieg d’an 21 a viz du n’eo ket bet kastizet start ar merer ! Goursez en deus bet ! C’hwec’h miz gant goursez evit an Irakian ! Al Libian a oa bet barnet e miz kerzu 2020 dija…

Hag ar memes deiz e oa barnet an Irakian evit bezañ sikouret Irakianed d’en em staliañ hep aotre e Bro C’hall. Un dek bennak en holl ! Un trafik e berr komzoù.

Ha moaien e vefe kas an den-mañ da zeviñ pennoù en e vro dezhañ ?

Crédit photo :

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Une réponse à “Afer « tan b’ar blev » e Lannuon, goursez evit ar merer irakian”

  1. claude kerbiriou dit :

    « C’hoarvezet » (« h » ebet war-lerc’h ar « z »)

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, LANNION, Local, Sociétal, Société

Lannuon : manifestet o deus evit Jeorjianed hag un Tunizian dindan OQTF

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, ST-BRIEUC

Sant-Brieg : ur plac’h taget en tren, ur Marokan kondaonet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, LANNION, Local

Emgannadeg e Lannuon : studierien an IUT o deus dizoloet ar « bevañ asambles » !

Découvrir l'article

E brezhoneg, LANNION, Local

Ger brezhoneg ebet e ti-post nevez Lannuon

Découvrir l'article

Culture & Patrimoine, E brezhoneg, LANNION, Local, Patrimoine

1978 : Tud yaouank eus Bro-Dreger az a da zeskiñ hor yezh gant ar re gozh (video)

Découvrir l'article

E brezhoneg, Environnement, LANNION, Local

Lannuon (Bro Dreger) : labouradeg ar pladigoù-flod adlivet (adarre) gant an antifaioù !

Découvrir l'article

E brezhoneg, LANNION, Local, QUIMPER

Trummadoù : Lannuon ha Kemper e bec’h

Découvrir l'article

Ancenis, DOUARNENEZ, E brezhoneg, LANNION, Santé, ST-MALO

Ankiniz, Josilin, Lannuon, Sant-Maloù, Douarnenez : an ospitalioù war-nes tarzhañ ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, LANNION, Local, Société

Lannuon : Termajied eo ar re o deus taget Refik, patron ar Breizh Kebab !

Découvrir l'article

E brezhoneg, LANNION, Local

Lannuon : ur marokan, laer er gweturioù

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky