Panelloù brezhoneg-galleg a zo o paouez bezañ staliet en Turball e Bro-Gwenrann gant an ti-kêr. Panelloù a oa e añtreoù ar bourk abaoe pell met bremañ eo ar panelloù straed a zo bet lakaet divyezhek.
Hervez an ti-kêr omp bet e darempred gantañ ez eus un dek bennak a banelloù divyezhek er bourk hiziv an deiz met adal bremañ e vo lakaet divyezhek an holl banelloù nevez.
Betek an XIXvet kantved e veze komzet brezhoneg en Turball.
🪧
À La #Turballe (44), les panneaux sont bilingues français-#breton !
Félicitations 👏En #Turball ez eus panelloù divyezhek galleg-#brezhoneg !
Gourc'hemennoù 👏 #LaTurballe #AnTurball #LangueBretonne #BZHG #LoireAtlantique #BroNaoned #BZH #Bretagne #44BZH #Naoned pic.twitter.com/X3l2dbMnVI— #Naoned e #BZHG (@Naoned_bzhg) November 21, 2023
[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine