Lojamantoù chik ha cheuc’h er Baol hag e Dinan

Daoust d’ar manifestadegoù, levrioù hag emvodoù foran diwar-benn ar c’hudennoù lojañ evit ar Vretoned, kendalc’het e vez da sevel pe da werzhañ lojamantoù evit ar re binvidik e Breizh. Er Baol lakomp ez eus bet priziet 3,5M € (30 000€/m²) ur ranndi a 113m² gant div ajañs eus Paris. Ha n’o doa ket gwelet ar ranndi a-raok e briziañ memes !

Labourioù a oa d’ober e-barzh ha n’eus ket karrdi evit an oto met ne vern, tud zo a zo prest d’en em lakaat war an noazh evit kaout seurt madoù.

A-benn ar fin eo bet gwerzhet 2 460 000€ d’ur parizian gant un ajañs eus Ar Baol.

Ha perak n’o deus ket droad ar vretoned kaout seurt lojamant « gwel war vor » evit prizioù dereat ?

E Dinan, pemp miz zo, e oa bet lakaet e gwerzh presbital kozh ar blasenn Saint-Saveur gant an ti-kêr. Prenet eo bet 666 000€ gant Nessence un stroll eus Bourdel. D’ober petra ? Ul leti mod « krec’h ar skalfad », 4 steredenn ha tout.

Ha perak n’eo ket bet renevezet an ti-mañ evit lojañ familhoù eus ar vro, tud o labourat e kreiz-kêr Dinan da skouer ?

Ha gwelloc’h c’hoazh : an Ti Pavie -un ti-kozh eus Dinan, m’eo ar stroll Castelbrac perc’henn warnañ- hag a zo just e-kichen ar presbital kozh en deus prenet ul liorzh a 120m² evit brasañ plijadur e bratikoù pinvidik. Parizianed pe estrañjourion all evel just !

Hag ar Vretoned eus an renkad etre pe renkad ar labourerien ? Ha droad o deus prenañ tiez e kreiz-kêr Dinan pe rankout a ra ar « vilains » annezañ dre ret er « c’harterioù » gant poblañsoù all hag a « binvidiko » anezho ?

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

 

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

AURAY, E brezhoneg, Education, Local, Société

Landevan (Bro Gwened) : digoret e vo un hentad divyezhek b’ar skol bublik

Découvrir l'article

E brezhoneg, Social, Société, Vie Pratique

Achu gant « Labour ‘zo » !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, QUIBERON, Société

Ur c’hlas divyezhek brezhoneg-galleg b’ar Gêrveur !

Découvrir l'article

CARHAIX, E brezhoneg, Local

Lise Diwan Karaez : ha dirouestlet eo an afer ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, Société, ST-BRIEUC

Kastellaodren-Plagad : difenn an hentenn divyezhek !

Découvrir l'article

E brezhoneg, FOUGERES, Local

Felger : taget zo bet ur radar all !

Découvrir l'article

Culture & Patrimoine, E brezhoneg, FOUGERES, Histoire, Local, Patrimoine, Religion, Société

Saint-Germain-en-Coglès (35) : ur c’halvar livachet !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, PLOËRMEL, Société

Funoù e kouevr laeret : ur barrad ‘ba Morbihan !

Découvrir l'article

E brezhoneg

« Brezhoneg Gallo Kaoz », ur strollad kuzh nevez evit ar brezhoneg hag ar gallaoueg

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, GUINGAMP, LANNION, Local

Ha savetaet e vo levraoueg Kawan ?

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky