Souezhet eo bet tud Bro-Ouelo ha bro Sant-Brieg o welet, d’ar 14 a viz du, ar panelloù bourk eus kumunioù zo lakaet en tu-gin. Re vBinig, Sant-Kae, Plian, Sant-Brieg a zo bet divontet hag adlakaet war an tu-fall paneveken.
Al labourerien douar yaouank an hini eo o deus c’hoariet al laboused noz. War ar panelloù e oa bet peget pegsunioù ar « JA ». E departamant an Tarn e oa bet lañset ar c’hiz-se. Dre lakaat ar panelloù war an tu-gin e fell d’ar baizanted yaouank lavarout d’an dud ha d’ar gouarnamant « e kerzhet war ar penn » e-giz vez lavaret e galleg. Re a daosioù, re izel ar goproù, re start al labour emezo.
An holl dud a savo a-du ganto ‘m eus aon. Kar partout er gevredigezh a-vremañ e « kerzher war ar penn » !
[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine