Ur paotr yaouank eus Kastell-Briant a zo bet kondaonet gant lez-varn Naoned d’an 3 a viz du evit bezañ laeret boeson ha madigoù e ti-evañ ar c’hlub mell-droad eus « Maezon-ar-stêr » (Mouédon e gallaoueg) bloaz zo.
Ya met goursez a oa war e chouk dija, ken e tleo chom 5 miziad en toull. Da 21 vloaz ez eus 4 menneg war e roll lez-varn.
Met « mab e dad eo Kadiou » evel ma vez lavaret rak 27 menneg a zo war roll e dad ! Un afer a dramm hag a laerañ arc’hant eo an hini diwezhañ m’eo bet tapet an tad e-barzh. E miz gouere 2020 e klaskas an den kontellañ unan all abalamour d’an trafikañ drogach. Argant a dlee unan d’egile. Hag an deiz-se e oa ar mab en afer dija. Gloazet e oa bet un amezeg e-pad an emgann…
Setu ur familh anavezet mat e Bro-Vaez -brud fall ganti evel just- hag a zegas riotaj er vro !
[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine
Une réponse à “E Kastell-Briant, ur familh a-bezh war he c’hemend-all”
Skriv a rit e brezhonek , neuze skrivit all e bzh N oc’h eus ket komprenet c ‘hoazh Chateaubriant e galleg Kastellbrient e bzh ….