Ur « vagouri » (rak-skol pe skol vamm e Breizh-Veur) divyezhek kerneveureg-saozneg a zo bet digoret e miz gwengolo e Camborne e Kerne-Veur. Gant ur c’hallez, Emilie Champliaud, eo bet digoret ar skol-vamm-mañ. Gwreg Rhisiart Tal-e-bot eo honnezh hag ar c’houplad a stourm evit ar c’herneveureg abaoe pell. « Skol Veythrin Sen Jowan » eo anv ar skol-vamm-mañ hag a zo e-barzh ur skol gatolik, ar skol Saint-John.
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine