Sant-Enion-al-lenn-veur (44) : ha ma vefe adprennet Tipiak gant e c’hopraerien ?

« Mor-laeron ! »

Anavezet mat eo ar vruderezh Tipiak gant ar mammoù-kozh bigoudenn oc’h estlammañ

E su al Liger-Atlantel, e Sant-Enion-al-lenn-veur, ez eus un uzin Tipiak. E gwerzh eo an uzin-mañ rak Tipiak a zo o klask ur c’hevraneger nevez. Ha padal n’en deus ket dienez an embregerezh ! Hervez un rentañ-kont embannet ganti emañ ar c’hengreadur en e uhelañ !

Kinniget eo bet gant ar CGT da adbrenañ an uzin e-lec’h gwelet anezhi gwerzhet d’ur « mor-bleiz an arc’hant » nevez ! Ur podad Leetchi a zo bet lañset memes evit rastelat arc’hant. E miz gwengolo zo bet kaset ul lizher kinnig prenañ d’ar bank Macquarie Group gant ar CGT. Er lizher e oa displeget ar rak hag ar perak : « piv a anav gwelloc’h an embregerezh tipiak egedon ? » a oa skrivet el lizher-mañ paneveken. Hag ar CGT da zisplegañ e vefe moaien paeañ ar goprerien « 2000€ d’an nebeutañ » ha labourat « 32 eurvezh bep sizhun » ha mont war al leve « da 55 vloaz » mui traoù all.

Evit lakaat e pleustr ar program-mañ en do ezhomm ar CGT da zastum arc’hant evel ur mengleuzier, avat. Ha pell emañ Yann diouzh e gazeg c’hoazh : d’an eur ma skrivomp ar pennad-mañ eo bet rastelaet 205€ nemetken. 7 den o deus roet ur gwennegig.

Crédit photo : podad Leetchi ar CGT

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

2 réponses à “Sant-Enion-al-lenn-veur (44) : ha ma vefe adprennet Tipiak gant e c’hopraerien ?”

  1. Herri abYann dit :

    ar mammoù-kozh bigouter !? Bigouter evit ar baotred, Bigouden evit ar merc’hed !

  2. Herri abYann dit :

    Ha gant daou N eveljust…

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

International

La CGT en quête de souffle : une grève générale aux accents de ritournelle

Découvrir l'article

Social

Réforme des retraites : deux ans après, le rejet reste massif selon une enquête Ifop pour la CGT

Découvrir l'article

Economie, Social

Défense. Force ouvrière et la CGT ne sont pas sur la même longueur d’onde

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, ST-NAZAIRE

Pembo (44) : ur gumun e dalc’h… tri c’hrennard !

Découvrir l'article

Ancenis, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Local, Patrimoine

Malvegon (Bro Ankiniz) : dastum arc’hant evit saveteiñ an iliz

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Immigration, Local, RENNES, Société

Roazhon : harz-labour ar wazourien a-enep an disurentez

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, QUIMPER, Société, ST-NAZAIRE

Butun hag otoioù laeret e Breizh hag e Bro-C’hall, termajied serret e Liger-Atlantel

Découvrir l'article

Ensauvagement, Immigration, Social, Sociétal

Lille. Les locaux d’une association pro-migrants attaqués… par des migrants [Vidéo]

Découvrir l'article

Clisson, E brezhoneg, Local, NANTES

Liger-Atlantel : N’eo ket mat dour ar Sevr !

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Local

Lochoù ar PCF hag ar CGT « adlivet » e Brest

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky