Staliet en doa e garavanenn en ur lec’h distro eus Ruzieg, e Bro-Vaez, peogwir e oa « klañv diwar ar C’hovid ». Ya met lezennoù a zo e Breizh ha n’en doa ket droad da staliañ e garavanenn er park-mañ. Ne oa ket pell eus ur greizenn dudi hag ur park prevez e oa.
Ne vern ! Droad en deus an termaji-mañ d’en em staliañ e lec’h en deus c’hoant hag arabat klask penn gantañ ! D’an 29 a viz genver 2022, pa wellas e oa maer Ruzieg, Jean-Michel Duclos, hag un eil-maer gantañ o treiñ war-dro e garavanenn, e sailhas warno ha skeiñ. A-raok ma’z afent kuit e hejas o c’harr-tan en ur gunujenniñ anezho memes.
Gervel a reas an daou dilenniad an archerien met ne voe ket sioulaet an termaji evit kelo-se : d’un archerez e lavaras ar paotr e « tennfe ouzh ar maer » hag e « lakafe anezhañ en douar » rak « fuzuilhoù en deus » mui gourdrouzoù all.
Meur a wezh eo bet kondaonet an termaji dija hag anavezet mat eo gant ar polis hag an archerien. Skrivet zo bet gantañ ul lizher d’ar maer evit en em zigareziñ ha goulenn gantañ da « dennañ e glemm ». Ar pezh ne reas ket Jean-Michel Duclos.
A-benn ar fin eo bet kondaonet d’ar 17 a viz here da baeañ ur c’hastiz.
[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine