Ur pevar c’hant bennak a dud a oa tolpet e Corti an dibenn-sizhun-mañ evit sevel ur strollad dizalc’hour nevez : A Chjama Patriotta (ar Galv Kar e vro). Tud eus Corsica Libera ha broadelourien all hep strollad.
Emañ an emsav dizalc’hour tost da gCorsica Libera en un dro fall abaoe bloavezhioù. Kemeret eo bet tout an hent gant an emrenerien ha Gilles Simeoni, anezhañ prezidant ar strollegezh lec’hiel, hag ur strollad dizalc’hour all en deus toullet e hent dezhañ goude bezañ bet gant Corsica Libera : Core in Fronte (dizalc’hourien eus an tu-kleiz pellañ). Peseurt plas a chom evit Corsica Libera etre an daou strollad-mañ a-benn ar fin ?
Setu perak emañ Corsica Libera o klask ul lusk nevez. Gant A Chjama Patriotta e fell da vignoned Jean-Guy Talamoni « ledanaat » o diazez dre sachañ emsaverien nevez, o c’houzout eo deuet an FLNC en-dro er jeu politikel ouzhpenn-se… Hag a-holl-viskoazh eo bet CS pe ar strolladoù kent mouezh-aotreet an FLNC-UC
Da c’hortoz ar statud nevez a emrenerezh a vo kinniget gant Paris n’eo ket sur e vo sioul ha didrouz an nozvezhioù e Korsika.
[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine
Une réponse à “« A Chjama Patriotta » ur strollad dizalc’hour nevez e Korsika”
……….. et la traduction en français, ou en anglais se trouve ??? où ?