Paourkaezh parizianed !
Un den eus Israël a oa aterset war BFMTV d’an 12 a viz here diwar-benn tagadenn an Hamas. Ha war a seblant ne oa ket prest ar skipailh da dreiñ war-eeun ar pezh a gonte gwaz ur gallez-israelian bet skrapet gant an islamisted. « Elle est interprète anglais-français, pas interprète juive » a glever tra m’emañ ar gwaz o komz en hebraeg, yezh ofisiel Israël (gant an arabeg). Rak, en Israël, an holl dud a oar hebraeg ha n’eo ket « yuzevieg ». Meur a yezh yuzev a zo (yiddisheg, ladino, …) ha n’eus ket UNAN nemetken ha pa’z eo an hebraeg yezh ar skriturioù sakr asambles gant an arameeg pe judeo-arameeg. Jezus Krist, hor salver, a gomze arameeg da skouer ha n’eo ket hebraeg ha levrioù zo eus an Talmud a zo skrivet en arameeg !
Allas, evit parizianed zo, dreist-holl e bed ar mediaoù, e komz « yuzevieg » ar yuzevion eus Israël ! Hag ar gristenien ? « Kristeneg » ?
« Elle est pas interprète juive ! » 😱
Gros incident ce soir en direct sur @BFMTV. On entend l’équipe hurler en fond sonore pendant que le mari de Céline, portée disparue, s’exprime en hébreu #Macron20h pic.twitter.com/MtOVbXxcPF
— Maxi Milien (@Dordon17) October 12, 2023
[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine
2 réponses à “Evit BFMTV, tud zo a gomz « yuzevieg »”
Sadorn. Ar 14 a viz Here 2023. Démad deoh paotr mad. Penaoz ma cont ganoh ? Ne wélan ked e pe lec’h émañ ar gudenn ? Pa vez lavaret d’an unan bennak: » C’hwi a gomz yuzevieg » , pe ar yez yuzev a dalv ha kement yez hebraeg !
Aliès e vezer graet ar memes fazi gand ar yez fersi deus an Iran. An dud a ra gand » yez iranienn « ! Eur fazi eo. An dud a lar : » C’hwi a gom an iranienn » ha se zo eur fazi peogwir n’ez eus ked deus » yez iranienn ». Hogèn, e vez lavaret: » C’hwi a gom fersieg ». Hogèn, evid an arabeg eo ar yez arabeg hepken ». Ar yez arabeg n’en deus ked ano all. Tost tre eo ar yez arabeg hag hebraeg. Da scoeur er yez hebraeg e vez lavaret: » Eli » hag er yez arabeg » Allah ». Da lavaret eo ar memes gwirien. Heb comz deus Salam vs Shalom hag a zo anavezet agnd an oll dud.
<>
Pelec’h emañ « an unan bennak »-se ? Ar frazenn-se n’eo ket bet implijet morse ha siwazh morse ne vo implijet …