Naoned : Pascal Bolo taolet er-maez a eil-maer e-karg eus ar surentez

Nep piv bennak a bourmen e galite e kreiz kêr Naoned hag er « c’harterioù » a wel ar stoker eo deuet da vezañ kêr Duked Breizh. Chicago-war-Liger ! E-barzh skipailh Johanna Rolland eo Pascal Bolo a oa e karg eus ar surentez. Abaoe pell e veze burutellet evit e labour hag e zibaboù, dreist-holl peogwir ez a war-gresk ar felliezh e Naoned maget gant an trafikañ dramm hag an enbroerezh. Ha na Pascal Bolo na den ebet e ti-kêr a c’hell anzav an dra-se ken sonn ha dall eo ar sosialisted hag Ar Re C’hlas en o fenn, en o soñj hag en o c’hredennoù war ar sujed-mañ. Evit ar gaochisted eo un dra vat an enbroerezh mod pe vod. Un oukaz eo. Dre wirionez doue.

Met war a seblant eo aet brud Pascal Bolo e ludu. Ne voe ket dibabet evit vont ar renk evit ar votadegoù senedour (pezh a lakaas anezhañ e fulor) ha bremañ n’emañ ket mui e karg eus ar surentez. Diouzh ar pezh a zo bet embannet diriaou tremenet gant Johanna Rolland e chom e karg eus an transportoù ha traoù all met tennet eo bet ar surentez digantañ. Hag ur c’hastiz eo ? « N’eo ket ! » hervezañ. Alato ! Un tamm memestra…

Bassem Asseh an hini eo a gemer e blas. Kentañ eil-maer eo hemañ. Ur vrigadenn chas a vo savet evit « kreñvaat » bezañs ar boliserien e kreiz kêr en deus embannet an ti-kêr diriaou tremenet.

N’eo ket sur e vo awalc’h e-barzh ur ger ma vefe ret kas an arme e karterioù zo !

Crédit photo : kontoù twitter Bassem Asseh / victoire Keravel

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Local, NANTES

Naoned : An « Ajañs sevenadurel Breizhek » falc’het gant ar « redi budgedel »

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, LORIENT

An Oriant Tolpad Kêrioù a lâr’ Ya da live 2 ar garta aveit ar brezhoneg

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, International, Société

Norzh Bro-Gembre : nebeutoc’h a saozneg er skolioù, muioc’h a gembraeg

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, ST-BRIEUC

Binig-Staol (Bro-Oueloù) a lavar « Ya d’ar Brezhoneg »

Découvrir l'article

E brezhoneg, Evenements à venir en Bretagne

100vet deiz-ha-bloaz Gwalarn

Découvrir l'article

Local, NANTES, Politique

Nantes / Les écologistes sont les « meilleurs » amis de Johanna Rolland (PS)

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, Sciences, VANNES

Ur brezegenn interesus ‘ba Gwened

Découvrir l'article

AURAY, E brezhoneg, Education, Local, Société

Landevan (Bro Gwened) : digoret e vo un hentad divyezhek b’ar skol bublik

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Pornic, Société

Laer ha drouklazher : ur Brezilian « spontet gant an disurentez e Naoned » kondaonet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Social, Société, Vie Pratique

Achu gant « Labour ‘zo » !

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky