Pondi : ar c’halonour kongolad kondaonet aveit bout gwellaet merc’hied a chom ‘ba prizon

Ag ar C’hongo eo Daniel M’Bey met labouret en doe e meur a ospital e Bro-C’hall hag e e Breizh : Toulouse, Montpellier, Angoulême, Gwengamp ha neuze Pondi. E 2018 en doe gwallaet merc’hied hag a oa klañvourezed dezhoñ e Pondi. D’unan en doe roet ur sort pitorañs aveit he lakaat da gousket. Ha profitet da heul aveit gober e voc’hajoù àrni.

D’ar 15 a viz du e oe bet serret gant an archerion met lakaet a-benn kaer àr-lerc’h edan dro-vrec’h elektronek ‘b’ar gêr. Ha neuze lakaet edan evezh barnerezhel a-c’houde ur pennadig. Profitet en doe a se aveit monet da Orleans ha d’en em staliiñ eno get e wreg hag o seizh krouedur. Daoust ha n’en doe ket mui droed da vout medisin e kendalc’has da labourat èl kalonour ‘ba Orléans ur sort !

D’ar 7 a viz imbril e voe kondaonet da 15 bloavezh a brizon met groeit galv kerkent. Dibaoe se e c’houlenn bout dibrizonet kar ur « c’hrign-bev zo krog ennañ ». Ya met aon o deus ar varnerion e profitahe aveit achapout doc’h ar justis gall ha monet kuit d’ar C’hongo m’emañ e familh é chom.

A-benn ar fin e chomo ‘ba prizon. Forzh penaos ne oa ket daet da lez-vern Gwened d’an 22 a viz gwenholon aveit en em zifenn.

Crédit photo :

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Justice, Local, PONTIVY, Société

Pondi : 39 menneg àr e roll lez-varn, chom a ra ‘b’ar prizon

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, LORIENT

An Oriant Tolpad Kêrioù a lâr’ Ya da live 2 ar garta aveit ar brezhoneg

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, International, Société

Norzh Bro-Gembre : nebeutoc’h a saozneg er skolioù, muioc’h a gembraeg

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, ST-BRIEUC

Binig-Staol (Bro-Oueloù) a lavar « Ya d’ar Brezhoneg »

Découvrir l'article

E brezhoneg, Evenements à venir en Bretagne

100vet deiz-ha-bloaz Gwalarn

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, Sciences, VANNES

Ur brezegenn interesus ‘ba Gwened

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, VANNES

Bagad Melinerion-Gwened a lâr « Ya d’ar Brezhoneg » !

Découvrir l'article

AURAY, E brezhoneg, Education, Local, Société

Landevan (Bro Gwened) : digoret e vo un hentad divyezhek b’ar skol bublik

Découvrir l'article

E brezhoneg, Social, Société, Vie Pratique

Achu gant « Labour ‘zo » !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, QUIBERON, Société

Ur c’hlas divyezhek brezhoneg-galleg b’ar Gêrveur !

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky