Ur c’harter « tomm » a zo e Loudia/Lozaog : hini ar Blinfaux. Savadurioù bihan, 4 estaj anezho, ket muioc’h met un tamm felliezh er c’harter-mañ. Ha, war a seblant, emañ ar savadurioù-mañ o koshaat. N’eo ket ur souezh eo ha pa vezont renevezont ingal. Erruet kozh eo ar savadurioù, marteze e vefe furoc’h distruj anezho ha sevel reoù nevez en o lec’h.
Met o lenn ar pennad embannet war ar « C’hourrier » ez eus peadra da vout chalet. Peseurt doare tud a zo o chom er Blinfaux ? Abaoe bloavezhioù o dez bec’h al labourerien vreizhad o kavout lojeiz e Loudia. Ur spont ! War lec’hienn Nestenn da skouer n’eus ket kalz a choaz er mare-mañ : tri zi pe ranndi, nemetken ! Ha hini ebet war lec’hienn Imm-Ouest. Ha koulskoude n’eo ket breizhiz a zo o vevañ e-barzh ranndioù marc’had-mat ar Blinfaux war a seblant ! Perak ne vez ket disklêriet an dra-se gant an emsaverien breizhad eus an UDB da skouer, hag a reklem « un ti da bep hini » e Karnak pe Douarnenez. Da bep hini, da lavaret eo ? D’ar bed a-bezh pe d’ar gwir Vreizhiz ?
Kudenn al lojamant a zo e pep lec’h e Breizh bremañ. Hag e Loudia/Lozaog n’eo ket ar barizianed pinvidik a zo o terc’hel HOR tiez pe ranndiez, tud eus kevandirioù all ne lavaran ket. Petra a reont amañ ? N’o deus ket ur vro dezho ?
Poent eo dihuniñ ar c’haochisted ! Liesseurt eo kudenn al lojamant hag an enbroidi ivez a ac’hub tiez ha ranndiez war un tamm douar ha n’eo ket o hini.
[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine