Afer troidigezh « bezhin glas » : un ti-embann breizhad en arvar [L’Agora]

Petra an diaoul a beg e Inès Léraud hag ar skipailh « Splann » ?

Goude bezañ huchet war ar rouedadoù sokial diwar-benn troidigezh ar vandenn treset « bezhin glas, an istor difennet » hag e vefe Inès Léraud hag he re o klask reiñ lamm-chouk-e-benn d’an ti-embann An Amzer ?

Ha bremañ, emañ Splann o paouez embann war e lec’hienn internet e ra ur wezh div wezh da An Amzer !

Petra a fell dezho ? Lakaat An Amzer d’ober freuz-stal ? Ha brav Inès Léraud ! Brav Tugdual Carluer ! Brav Splann ! N’eo ket marv mil den alato ! Levrioù a-galite a vez embannet gant An Amzer. Hag un ti-embann breizhad e Liger-Atlantel eo ! Ha staliet e su al Liger war ar marc’had ! Petra a chomo diouti ma vez rediet da adembann ar bandennoù treset ? Seurt embanner n’en deus ket daou wenneg da deurel ouzh toull ur c’hi. Ur gwir saserdos eo da vezañ embanner e brezhoneg.

Ya met « divaioù » a zo e bed ar brezhoneg. Kalz ! Hag amañ e weler SPLANN un emzalc’h diva ! « Cheñchet zo bet ur ger pe zaou em zroidigezh ! Mastaret eo ma oberenn ! Feiz ! » setu ar pezh a glever gant tud zo.

Inès Léraud, Tugdual Carluer, Splann ha ne ouian ket piv a zo a-dreñv dezho a zo vont da zistruj un embanner breizhad eus Liger-Atlantel evit disterachoù ha se zo grevus. Grevus ha dipitus.

Ha lakaat Splann er jeu evit ur afer brevez a zo ken dipitus all. Da betra a servij Splann a-benn ar fin ? Un benveg fri furch pa vez gwregon da lodennañ etre homañ hag hemañ eo ?

Foei da zivaioù ar brezhoneg ! Foei da seurt emzalc’hoù poezon !

Précision : les points de vue exposés n’engagent que l’auteur de ce texte et nullement notre rédaction. Média alternatif, Breizh-info.com est avant tout attaché à la liberté d’expression. Ce qui implique tout naturellement que des opinions diverses, voire opposées, puissent y trouver leur place.
Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Une réponse à “Afer troidigezh « bezhin glas » : un ti-embann breizhad en arvar [L’Agora]”

  1. René Le Honzec dit :

    Ha petra ged mé, lenner hag e vé komzet genein yezh me zadeù, er gwennedeg? Ne des léh aveidomp-ni ér vandenn tréset- mañ, laket én ur brézhoneg « digor d’an darn vrasañ deus an dud … Bro dreger ha Kreiz Breizh ». Enta, er Morbihan n’é ket mu é « Breiz »!
    Pas besoin du zèle des procureurs français en Bretagne pour refuser notre langue…

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg

Tintin : Adembannet e vo « Ar skouarn dorr » e brezhoneg !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, Evenements à venir en Bretagne, Histoire, Local, LORIENT

Stade terminal d’aliénation : une conférence sur les… arabismes dans la langue bretonne !

Découvrir l'article

Education, Local, Paimpol, Société

Trévenneuc (Goëlo) : une école catholique hors-contrat ouvre ses portes !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, International

Bro-Euskadi an Norzh : evit ar wech kentañ ez eus muioc’h a vugale e klasoù divyezhek eget e klasoù unyezhek er skolioù-mamm

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société

Plouzane (Bro Leon) : archerien dirak ar skolajoù

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Environnement, Local, Social, Société

Brest : Bellevue ha Pontanezen tennet diwar ar ZFE

Découvrir l'article

E brezhoneg, International, Vidéo

Hetoù rektor Korsika e korseg

Découvrir l'article

Ancenis, E brezhoneg, Local

Bro Ankiniz (44) : ur penn-dramm kondaonet evit bezañ lakaet tan e meur a lec’h

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société

Piv a dag ar studierien e Brest ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, LANNION, Local

Digoret e vo skol Diwan Landreger !

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky